lammat
Brezhoneg
- Diwar lamm hag -at.
- Meneget er C'hatolikon (lamet).
- Da geñveriañ gant ar verboù llamu en kembraeg, lamma en kerneveureg, ling- en galianeg.
- Gwelet ivez anv ar meuriad galian Lingones, ("al lammerien").
Verb
lammat /ˈlãmːat/ verb gwan (displegadur)
- Ober ul lamm pe lammoù.
- E-pad m’edo ar soudarded o lakaat ho fuzuilhoù e doare da dennañ, an Aotrou Breton ha Philip a yoa dija lammet dreist ar c’hleuz en ur park, hag eus ar park-se en ur c’hoad bihan a-zioc’h ar foenneier. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 157.)
- lammat gant un den
- Talmañ pa gomzer eus ar galon, ar gwad.
- lammat dreist un dra , dreist ur c'hleuz, dreist ur c'harzh:
- lammat e kreiz un den (kalon)
- Ar gwel-se a lakae e galon da lammet en e greiz, hag e bedenn a save tommoc'h war-zu an neñv. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 165.)
- lammat gant ar gonnar, gant ar spont : pa vezer konnaret pe spontet