Vergilius
Publius Vergilius Maro (15 a viz Here 70 kent J-K - 21 a viz Gwengolo 19 kent J-K) anvet diwezhatoc'h Virgilius, a oa ur barzh roman klasel, aozour ar Bucolica, ar Georgica hag an Aeneis, ur meurgan a 12 levrenn a oa deuet da vout barzhoneg broadel an Impalaeriezh roman.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv e yezh-vamm an den | Publius Vergilius Maro |
Praenomen | Publius |
Nomen | Vergilius |
Cognomen | Maro |
Deiziad ganedigezh | 15 Her 70 BCE |
Lec'h ganedigezh | Andes |
Deiziad ar marv | 21 Gwe 19 BCE |
Lec'h ar marv | Brindisi |
Lec'h douaridigezh | Parco Virgiliano |
Mamm | Desconocido |
Kar | Vergilia Vera |
Gens | Vergilia gens |
Yezh vamm | latin |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Yezh implijet dre skrid | latin |
Micher | barzh, skrivagner |
Studier | Cebes |
Tuadur revel | non-heterosexuality |
Oberenn heverk | Eclogues, Georgics, Aeneis |
Luskad | Augustan poetry |
Tachenn | Meurgan, pastoral poetry |
Levezonet gant | Aulus Furius Antias, Homeros, Theocritus |
Present in work | Divina Commedia |
Prantad | Impalaeriezh roman |
Oberennoù zo en dastumad | National Gallery of Art |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Ganet e oa e-kichen Mantova e Galia Cisalpina en amzer koñsuliezh Crassus ha Pompeius, e ti bourc'hizien vihan. Koñsuled e oa Crassus ha Pompeius adarre pa wiskas Vergilius toga an oad gour, c'hwezek vloaz diwezhatoc'h, e -54, en deiz en-eeun ma marvas Lucrecius. Darn a wel aze un arouez, goude ma ne voe ket bras levezon oberour an De natura rerum war oberenn Vergilius e-skoaz hini Catullus, skrivagner Verona, un amezeg a anavezas moarvat, pe barzhed all a zo saludet gantañ en e v-Bucolica, evel Aemilius Macer (a c'hallfe bezañ Melibe ar Bucolica), C. Helvius Cinna, keneil da Gatullus, L. Varius Rufus, a voe embanner an Eneas, ha Q. Horatius Flaccus (Lycidas er Buc. 9 ?), a zo Horatius e vignon bras a raio animae dimidium meae, « an hanter eus ma ene » anezhañ. En-yaouank ivez e skoulmas darempred gant Quintilius Varus, a vo ur skridvarnour meur (gwelout Hor. Odes, I, 24), ha Cornelius Gallus, a oa o vont da ziazezañ ar varzhoniezh a glemmganerezh e Roma.
Mervel a eure Vergilius en -19 e Brindisi. Lavaret e vez e karje bezañ devet e Aeneis.