Tomatez
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Solanum lycopersicum | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
Urzhad : | Solanales | ||||
Kerentiad : | Solanaceae | ||||
Genad : | Solanum | ||||
Anv skiantel | |||||
Solanum lycoperiscum
L. | |||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An tomatez zo plant liorzh eus ar c’herentiad Solanaceae o devez frouezh debradus ruz o liv peurliesañ hag a implijer da legumaj. Tomatez a reer ivez eus ar frouezh-se a zebrer ent poazh pe ent kriz. Plant eus Kreiz ha Suamerika e oant da gentañ, ha dont a ra ar ger tomatez eus ur yezh indian eus Mec’hiko, an nahouatleg[1].
Istor
kemmañMoarvat e kreske an tomatez da gentañ e Perou. En em ledet e oant goude-se e Suamerika. Kavout a reer c’hoazh spesadoù gouez anezho a gresk e Perou. E Mec'hiko eo e voent gounezet da gentañ war a seblant.
Pa voe trevadennet Suamerika gant Spagnoled, e voe degaset an tomatez ganto da Europa. Ar meneg kentañ a gaver anezho e skridoù Europa a oa en ul levr skrivet gant an Italian Pietro Andrea Mattioli, e 1544. Gantañ e oant anvet pomi d’oro, « avaloù aour ». Er XVIvet hag er XVIIvet kantved e krede tud zo en Europa e oa pistrius an tomatez ha ne oant ket mat da zebriñ. Tamm-ha-tamm avat en em ledas ar boaz da c’hounit ha da zebriñ anezho, e Spagn da gentañ hag e broioù all goude[2].
Eus Europa moarvat e voe degaset an tomatez da Norzhamerika. Thomas Jefferson, trede prezidant ar Stadoù Unanet, a reas kalz evit brudañ en e vro an tomatez en doa tañvaet en Europa.
Gounezerezh
kemmañBremañ e vez debret tomatez er bed a-bezh. Hervez ar skiantourien e vijent boued yac’h, mat da stourm ouzh ar c'hrign-bev. Ha gounezet e vezont en ur bern broioù ivez, dindan tiez-gwer alies, evit ma kreskfent buanoc’h. Setu ar broioù ma c’hounezer ar muiañ anezho :
Bro | Kementad gounezet (milionoù a donennoù) |
---|---|
Sina | 20 |
Stadoù-Unanet | 10 |
India | 8 |
Turkia | 7 |
Egipt | 7 |
Italia | 6 |
Spagn | 5 |
Brazil | 3 |
Iran | 3 |
Mec'hiko | 2 |
E Breizh e c’hounezer kalzig a domatez, daoust m’emaomp pell war-lerc’h. Un drederenn eus an tomatez gounezet er Stad C'hall a zeu eus Breizh[3].
Lennegezh
kemmañ- Fried Green Tomatoes at the Whistle Stop Cafe, Fannie Flagg, 1991
Sinema
kemmañ- Fried Green Tomatoes, Jon Avnet, 1991
Festoù
kemmañ- Festival an Domatezenn a vez bep bloaz e miz Gwengolo e Kastell La Bourdaisière e-kichen Tours.
Notennoù
kemmañ- ↑ Ar ger nahouatlek tomatl zo aet da tomate e spagnoleg ha goude-se eo tremenet e yezhoù all Europa, gant stummoù heñvel peurvuiañ, war-bouez en italianeg. Un amprest gallek eo ar ger brezhonek.
- ↑ Diwezhat a-walc’h e teuas an tomatez da Vreizh moarvat, pa ne gaver ket ar ger er geriadurioù brezhonek a-raok hini Frañsez Vallée.
- ↑ Le Télégramme 10/04/2008
Liammoù diavaez
kemmañ- Rekipeoù gant tomatez
- Ouzhpenn 200 seurt tomatez, dre ar bed
- Diwar-benn an tomatez graet e Sina : [1]