[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/
Ur pennad Taj Mahal (disheñvelout) zo ivez.

An Taj Mahal (en hindeg ताज महल, e perseg/ourdou تاج محل) a zo ur mozoleon en Agra, war lez ar stêr Yamuna e stad Uttar Pradesh en India. Emañ war roll lec’hiennoù glad ar bed, savet gant UNESCO. "Kurunenn ar palezioù" eo ster an anv Taj Mahal, deuet eus ar perseg.

An Taj Mahal, en Uttar Pradesh en India.

Brudet eo an Taj Mahal evel ur bravig eus an arz islamek en India hag unan eus pennoberennoù miret brav-eston eus glad ar bed. Ur mozoleon eo, da lavaret eo ur savadur-kañv, savet gant an impalaer moghol Shah Jahan (1592-1666) evit degemer bez e wreg muiañ-karet, Arjumand Banu Begum, anavezetoc’h evel Mumtaz Mahal, a varvas e 1631.

Mervel a reas Mumtaz Mahal ("sklêrijenn ar palez") e 1631, pa c’hanas pevarzekvet mab an impalaer. Neuze e voe roet urzh gant Shah Jahan da sevel ar monumant hag echuet e voe ar braz eus al labourioù e 1648. Savet e voe e doare an arz muzulman, da lavaret eo n’eus skeudenn ebet ennañ, met marbr kizellet a ya da ginklañ kement elfenn a zo er savadur. Emañ ar bez he-unan e-kreiz ar savadur, hag ennañ ez eus ivez ur voskeenn ; en-dro d’ar savadur ez eus liorzhoù brav, gant ur voger tro-dro.

Ouzhpenn 20 000 a dud a voe o labourat war ar chanter. A-raok ma voe fin d’al labour e voe didronet Shaj Jahan gant unan eus e vibien ha toullbac’het. Pa varvas e 1666 e voe beziet en Taj Mahal ivez, asambles gant e wreg.