Paul Sérusier
Paul Sérusier a oa ul livour gall, ganet e Pariz d'an 9 a viz Du 1864 ha marvet e Montroulez d'an 9 a viz Here 1927. Livour post-impresionist eo bet da gentañ, a-raok sevel ha kas en dro an emsav anvet an "Nabied" (pezh a dalvez kement hag "ar Brofeded" en hebraeg). E Breizh eo e kavas e hent hag ez eas ar pellañ evit kavout e dro-livañ : e Pont-Aven da gentañ e-lec'h ma tarempredas arzourien evel Gauguin hag e vandennad, ha da c'houde e Kastell-Nevez-ar-Faou hag en Uhelgoad.
Buhezskrid
kemmañDen a genwerzh e oa e dad, a laboure en industriezh ar c’hwezhvad. 1875 e voe degemeret e lise Condorcet e Pariz[1], ma teskas prederouriezh, gregaj, latin kement hag ar skiantoù. 1885, ez eas-tre en akademiezh Julian. Paotr hegarat anezhañ, buan a-walc'h e voe eno kamalad gant ar skolidi hag ar gelennerien. D'ar mare-se e skoulmas liammoù gant al livour Maurice Denis.
Berrbad voe e dremen en ti pañsion Gloaneg e Pont Aven, e-doug an hañv 1888, ma reas anaoudegezh gant Émile Bernard ha Paul Gauguin. Tostaat a reas dionte ha deskiñ a reas livañ digant Paul Gauguin, ar mestr meur. Gant hemañ e voe broudet d'en em zizober diouzh rediennoù dreveziñ al livaj, implij livioù glan, birvidik, arabat chom war c’horre, ha dav eo krediñ mont en tu-hont dezhi ha klask skeudenniñ ar pezh a weler hervez e boell dezhañ e-unan, a-fed kinklañ ha simbolioù. Gant Gauguin voe livet an daolenn « an Talisman » ; gant Sérusier e voe kaset da ziskouez da Bariz, en o rouedadig arzourien. Diwar an divizioù maget gant e geneiled, e tivizas neuze Sérusier ober e soñj distreiñ da bPont-Aven er bloaz 1889, d’ober e annez gant Gauguin, Charles Filiger, Meyer De Haan hag ar re all, e ti ar Pouldu, herbec’h Marie Henry, a voe treuzfeurmet tamm-ha-tamm en ur skwat arzourien.
Ganto e voe savet ar strollad nabis, ar pezh a dalv « diouganer » en hebraeg. Asambles e komzent a-zivout teoriennoù an arz, simbolism, kevrinouriezh hag ezoteregezh. Tud oristal o faltaziañ kludet war ster ar vuhez e oa. En diskouezadegoù e kemeras perzh ha kas a reas da benn kinkladurioù c’hoariva, e-ser kenlabourat gant "ar Gelaouennig wenn". Tro 1896 e voe trenket ar soubenn, ha pep hini a yeas diouzh e du, evit derc’hel da labourat a-zeuvri pep hini war e raktresoù dezhañ.
1891 ez eas kuit deus Pont-Aven hag ar Pouldu evit en em staliañ en Uhelgoad, ma kejas gant Gabriella Zapolska, un aktourez polonat. Livañ a reas pezh-mell tudennoù divent ha kadarn breizhad. Kemmañ a reas e baletenn-liv ha ne voe ket evit ober gant livioù glan ken ; tapout a reas ar pleg da veskañ e livioù gant un arliv gris. 1893 en em staljont gant Gabriella Zapolska e Kastell-Nevez-ar-Faou, a voe e annez pennañ adal 1906 betek dibenn e vuhez. Deus e di lezanvet ganto an « Duchenn Glas » e c’helle arvestiñ ouzh gweledvaoù dorgenn pontadig hag ar Menez Du (??). Gantañ e voe kinklet an ti-se, gant livadurioù war dodenn ar relijion, pagan pe ezoterikel.
E Pariz e tremene ar goañvezhioù ma laboure gant e vignon Lugné-Poe, diazezour ar c’hoariva anvet l'Œuvre. Stank e oa an arzourien a laboure war kinkladurioù ar c’hoarivaoù d’ar c’houlz-hont. War al labourioù-se e klaske an arzourien eeunaat, sintetizañ o huelvennad en o oberennoù, dre veur a vod ezteurel.
Da vBeuron, en Alamagn, ez eas evit ober anaoudegezh gant frered ur gumuniezh kristen. Hervez o doa ar re-mañ un uhelvennad diwar-benn ar c’hened. Evito ne oa nemet tud sutil ha lijer a c’helle dispak kuñvded ar vuhez. Plijet e voe Sérusier gant o safar meizadel, ha divizout a reas livañ diouzh o deoriennoù, ha lakaat e pleustr o c’hredennoù diazezet war ar muzuilh hag ar jediñ pizh. Meur a veaj a reas betek Beuron, evit kas da benn e daolioù arnod war al livañ. Enklask a reas war an arz egiptian, arz kentael italian, ha pallennerezh ar grenamzer, a vourre ganto, a-benn sevel oberennoù kinklañ. En akademiezh e Pariz e kelennas, adalek 1908. Dimeziñ a reas gant unan eus e skoliadezed bet, Marguerite Gabriel-Claude, brudetoc’h dre hec'h anv Marguerite Sérusier. Gant Maurice Denis e voe profet ul livadur dezhi, devezh an eured. 1921 ec’h embannas un ABCD livañ evit deskiñ penaos livañ. Ur c’hounskrid eus e studioù diwar-benn : “an arz, hag ar c’hened “ e oa en gwirionez.
Mervel a reas Paul Sérusier d’ar 7 a viz Here 1927 en ur straed e Montroulez, diwar un taol kalon, pa oa hemañ war an hent evit mont da weladenniñ e wreg gwall glañv en ospital[1]. Ne oa ket brudet an arzour tamm ebet d’ar mare-hont, en abeg da se ne voe ket graet kalz a drouz dewezh e interamant. Ur vaen-kañv a voe treset gant e gamalad Maurice Denis, gant ur bust en arem eus penn Seruzier, hogen kizellet gant Georges Lacombe, ha staliet war e bez.
Oberennoù
kemmañ-
Kimiad diouzh Gauguin, 1906.
-
Eva vrezhon pe Melkoni, 1914.
-
Breizhadez yaouank he fod-dour, 1892.
-
Ar gouren.
- Ar gouren, 1890-1891, Mirdi Orsay, Pariz
- Natur divuhez ar c'horz-dour, 1904, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, an Havr-Nevez
- An Degemenn, 1905, Ti-kêr Gwengamp
- Moizez hag ar bod loskidik, 1905, Ti-kêr Gwengamp
- Adorasion an Tri Roue hag ar Vesaerien, 1905, Ti-kêr Gwengamp
- Menez ar Pupli, 1907, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, an Havr-Nevez
- Ar Mesaer Corydon, 1913, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, an Havr-Nevez
- Eva vrezhon pe Melkoni, 1914, Mirdi Orsay, Pariz
- Badeziant ar C'hrist, 1915, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
- Krist ouzh ar groaz, 1916, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
- An Dasorc'hidigezh, 1917, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
- Diorroidigezh ar Werc'hez, 1918, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
Levrlennadur
kemmañ- Herve Gouedard, Paul Sérusier, ul livour e Breizh, Al Liamm, 2013.
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) Biografiezh an arzour war https://www.comite-serusier.com/biographie-paul-serusier/