Niepkerke
kumun Bro-C'hall
Niepkerke, iliz an evlec'henn en izelvroeg (e galleg : Nieppe, e pikardeg : Nippe) a zo ur gumun eus Flandrez Frañs, e departamant Norzh, en Hanternoz Bro-C'hall.
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Niepkerke | |
Anv ofisiel | Nieppe |
An ti-kêr, bet savet e 1930 | |
Lec'hiadur Niepkerke eKanton Belle-Biz hag en Arondisamant Dukark | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Norzh |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Dukark |
Etrekumuniezh | Communauté de communes Monts de Flandre - Plaine de la Lys |
Kanton | Belle-Biz |
Kod INSEE | 59431 |
Kod post | 59850 |
Maer | Roger Lemaire |
Amzer-gefridi | 2014-2020 |
Gorread | 17,3 km² |
Led | 50° 42' 14" Norzh |
Hed | 02° 50' 23" Reter |
Uhelder kreiz | 16 m |
Uhelder bihanañ | 12 m |
Uhelder brasañ | 21 m |
Poblañs hep kontoù doubl |
7 500 (2011) |
Stankter | 434 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | www.nieppe.fr |
Douaroniezh
kemmañ- War an harzoù gant Belgia, e dalc'h Arc'hdugelezh Aostria betek 1789-1794, ha war lez ar stêr Leie emañ Niepkerke.
Istor
kemmañ- 870 : kentañ meneg eus Niepkerke.
- D'ar 1añ a viz Gwengolo 1848 e voe digoret ar porzh-houarn (linenn Lille-Calais)[1].
- 1866 : skoet garv e voe tud ar gumun gant ar c'holera.
- Brezel 1870-1871 : unnek milour eus Niepkerke a voe lazhet[2].
- distrujet e voe an ilizoù, an ti-kêr hag ar vourc'h,
- 255 milour eus ar gumun ha 55 den nann-soudard a voe lazhet e-pad ar brezel,
- roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920[4].
- seizh milour eus ar gumun a voe lazhet e 1939-1940,
- dieubet e voe ar gumun gant ar Rezistañs ha lu ar Rouantelezh-Unanet goude emgannoù start ouzh al lu alaman e penn-kentañ miz Gwengolo 1944 ; kregiñ a reas an emgannoù d'ar 1añ hag echuiñ d'ar 4 ; an Alamaned a zifennas ar pont-hent war ar stêr Leie hag ar pont-hent-houarn ; ugent FFI ag ar Rezistañs, ul letanant eus tirlu ar Rouantelezh-Unanet ha triwec'h gouestlad sivil a voe lazhet gant al lu alaman.
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ-
Monumant ar re varv, 1927-1928[5]
-
Iliz katolik Sant-Varzhin
-
Iliz katolik Notre-Dame de Bon Secours
-
Ar c'hastell
- Iliz katolik Sant-Varzhin, er vourc'h, bet echuet e 1929, e-lec'h an iliz a-gent, bet distrujet e-pad ar Brezel-bed kentañ[3]
- Iliz katolik Notre-Dame de Bon Secours, e Pont de Nieppe, bet savet e 1876-1877 hag adsavet e 1920-1928[3]
- Ar c'hastell, bet adsavet goude ar Brezel-bed kentañ[5].
- Dek chapel[6] : Saint-Roch (1868), Notre-Dame de Grâce (unan eus 1804, adsavet e 1888, an eil hini bet savet e 1914, kempennet e 1989), Saint-Antoine (bloavezhioù 1920), Notre-Dame des Sept Douleurs (XIXvet kantved), Notre-Dame de la Consolation (XIXvet kantved), Notre-Dame de Lourdes (1889), Notre-Dame de Bon-Secours (1992), Notre-Dame du Rosaire (1997)[5]
- Daou galvar, unan bet savet a-raok 1900, an hini all e 1947[5].
- Ne chom hini ebet eus ar seizh milin (c'hwec'h o vont en-dro gant an avel, unan gant dour) a oa er gumun[2].
Bezioù milourel
kemmañBered ar gumun : Nieppe Communal Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 2 |
Aostralia | 6 |
Rouantelezh-Unanet | 43 |
Zeland-Nevez | 11 |
Hollad | 62 |
Ugent soudard gall a zo douaret enni ivez[7]. Implijet eo bet bered ar gumun e-pad ar Brezel-bed kentañ[8].
Bered ar gumun : Pont de Nieppe Communal Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 12 |
Rouantelezh-Unanet | 123 |
Hollad | 135 |
Implijet e voe bered ar gumun e-pad ar Brezel-bed kentañ[9].
Bered ar C'hommonwealth : Pont-d'Achelles Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Alamagn | 37 |
Aostralia | 72 |
Rouantelezh-Unanet | 173 |
Zeland-Nevez | 48 |
Hollad | 330 |
790 soudard alaman ha 32 soudard gall a zo douaret enni ivez[7]. Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo.
Emdroadur ar boblañs 1793-2011
kemmañGwerinoniezh
kemmañ- Ar ramzez Miss Cantine, pe Mam'zelle Cantine, bet krouet e 1942.
Melestradurezh
kemmañMare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1790 | 1802 | Jean-Marc Chieus | ||
1802 | 1837 | Constant Watelet de Messange | ||
1837 | 1841 | Pierre Portebois | ||
1841 | 1848 | Charles Vanmerris | ||
1848 | 1865 | Cyrille Delangre-Salembié | ||
1865 | 1870 | Edmond Watelet de Messange | ||
1870 | 1871 | Félix Gokelaere | ||
1871 | 1875 | Hippolyte Delbecque | ||
1875 | 1890 | Louis Loridan | ||
1890 | 1898 | Hippolyte Delbecque | ||
1898 | 1906 | Hector Pollet | ||
1906 | 1939 | Henri Vanuxeem | ||
1939 | 1968 | Jules Houcke | ||
1968 | 1972 | Renée Houcke | ||
1972 | Meurzh 2001 | Michel Grasset | Rassemblement pour la République | Kuzulier-rannvro Hauts-de-France |
Meurzh 2001 | Meurzh 2014 | Michel Vandevoorde | Strollad Sokialour Gall | Kuzulier Kanton Belle-Biz |
2014 | → bremañ | Roger Lemaire | tu-dehou, distrollad |
Tud
kemmañ- Jules Houcke, bet maer adalek 1939 betek 1968, aozer ar Rezistañs er gumun[5].
- Line Renaud (Jacqueline Enté hec'h anv gwir), aktourez ha kanourez c'hall, bet ganet e Pont-de-Nieppe e 1928[5].
- Élie Poissonnier, difennour ar gouerion[5].
Gevelliñ
kemmañLiammoù diavaez
kemmañDave ha notennoù
kemmañ- ↑ Nieppe - Le monde des chemins de fer
- ↑ 2,0 ha2,1 Mirdi istor lec'hel Niepkerke
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 Nieppe
- ↑ Pages 14-18
- ↑ 5,0 5,1 5,2 5,3 5,4 5,5 ha5,6 Nieppe, nature et tourisme, miz Even 2006
- ↑ Graet e vez chapel eus un tammig savadur relijiel dister
- ↑ 7,0 ha7,1 Nieppe
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ WW1 Cemeteries