[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Ar Muzezed[1], pe Muzed[2],[3] (Μοῦσαι / Moûsai e gregach), pe c'hoazh "Merc'hed an Awen"(Daveoù a vank), a oa merc'hed Zeus ha Mnemosyne hervez Theogonia ar barzh Hesiodos(53-57 ha 915-917).

Apollon hag ar Muzezed, livet gant Simon Vouet (XVIIvet kantved).

An 9 Muzenn

kemmañ

Ren a reont war an arzoù, bez' ez int:

  1. Erato, plac'h ar varzhoniezh lourennek hag ar c'hlemmgan;
  2. Euterpe, plac'h ar sonerezh;
  3. Kalliope, plac'h an helavarded hag ar varzhoniezh veurganel;
  4. Kleio, plac'h an Istor;
  5. Melpomene, plac'h an drajedienn;
  6. Ourania, plac'h ar stered hag ar steredoniezh;
  7. Polyhymnia, plac'h an arz lourennek hag ar retorik;
  8. Terpsic'hore, plac'h an dañs;
  9. Thaleia, plac'h ar gomedienn.
 
Laour ar Muzezed, IIvet kantved, e mirdi al Louvre.

An Teir Muzenn a Voiotia

kemmañ
 
Merc'hed an Awen, Kleio, Euterpe ha Thaleia, livet gant Eustache Le Sueur.

Er penn kentañ avat, hervez Pausanias, ne oant nemet teir:

  1. Aoide, plac'h ar vouezh hag ar c'han;
  2. Melete, plac'h an emsoñjal;
  3. Mnemere, plac'h an eñvor.

O-zeir int skeudenn ar pezh a zo ezhomm en arz ar barzhoniañ.

Hervez Cicero e oant peder:

  1. Thelksinoe, pe Thelksiope;
  2. Aoide;
  3. Arc'he;
  4. Melete.

Daou annez a oa dezho, hervez ar mojennoù:

Bugale ar Muzezed

kemmañ

Bugale o dije bet :

Skeudennoù ar Muzezed

kemmañ
 
Teir muzenn war un izelvos e Mantineia lakaet war gont kenlabourerien Praksiteles, IVe kantved kt JK.

En oberennoù arzel e vez aes anavezout anezho pa vezont o-nav, ha gant an doue Apollon. Met gant o binvioù boas e c'haller o anavezout ivez pa vezont o-unan:

  • Erato: taboulin, lourenn, biol, alarc'h;
  • Euterpe: fleüt simpl pe doubl hag ur benveg sonerezh all (trompilh);
  • Kalliope: kurunenn lore, levr, tablezenn ha goustilh, trompilh;
  • Kleio: kurunenn lore, alarc'h, levr pe roll, taolennig-koad pe beg-skrivañ;
  • Melpomene: korn, kurunenn, kleze, maskl reuzc'hoari, heizh ouzh he zreid;
  • Ourania: kelc’hier, kurunenn stered, kompas, boul;
  • Polymnia: benveg sonerezh (un orglezig alies);
  • Terpsic'hora: benveg sonerezh dre gerdin (biol, lourenn da skouer);
  • Thaleia: benveg sonerezh (biol alies), maskl fentc’hoari, roll.

Levrioù

kemmañ
  • I. Aghion, C. Barbillon, F. Lissarrague, Héros et Dieux de l'antiquité, Flammarion, Paris, 1994.

Liamm diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

O foltredoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ