Kontadenn
Stumm, orin ha rummata
kemmañUr gontadenn a zo un istor a vez kontet, pe lavaret da gentañ penn.
En istor-se e vez kaoz eus tudennoù faltaziet, hag eus darvoudoù ijinet, hep klask gwirionez ebet, hep klask bout gwirheñvel e doare ebet.
Gerioù damheñvel o ster
kemmañSe zo kaoz e vez graet a-wechoù gant ar ger marvailh (eus ar galleg merveille), a zo heñvel e ster. Marvailher a zo dezhañ ar memes ster ha konter.
Treuzkas
kemmañOrin kontadennoù'zo a zeu eus an amzerioù kozh-tre, hag int bet treuskaset dre gomz. Setu perak e vez graet kontadennoù hengounel eus lod anezho.
Pa vez treuskaset un istor dre gomz e vez kemmet atav tra pe dra ennañ: al lec'h, an anvioù, an amzer, ar stumm lennegel (eus ar varzhoniezh d'ar c'homz-plaen, da skouer), ar framm hag all.
Kontadennoù hengounel a vez kavet er bed-holl o-deus ur pe vuioc'h steuñv-dezrevell kozhpatromel (ger da wiriekaat).
Rummataet eo bet ar steuñvou-dezrevell-se gant ar folklorour finlandad Antti Aarne (1867-1925) ha kendalc'het eo bet al labour gant un Amerikan, Stith Thompson.
2 340 patrom evit ar c'hontadennoù a zo er rummatadur Aarne-Thompson bremañ.
Ur folklorour rusian, Vladimir Propp en-deus studiet framm ar c'hontadennoù moliac'h hengounel ha Bruno Bettelheim en-deus diskouezet penaos e veze stag ar ar steuñvoù-dezrevell ouzh ar frammoù digemm lakaet wae wel gant ar bsikologourion pe ar bredelfennerezh. Gantañ eo bet renevezet elfennadur ar c'hontadennoù brudetañ (Kroc'hen-azenn, da skouer).
Dastumerien brudet
kemmañ- En Europa, Charles Perrault (1628-1703) en deus kroget gant an dastum-kontadennoù hag an treuzskrivañ anezho.
- Heuliet eo bet gant Madame D'Aulnoye, ar vreudeur alaman Jacob ha Wilhem Grimm, ar Rusian Aleksandr Afanasyev (1826-1871).
- E Breizh e kaver Fañch an Uhel evel ar c'hentañ dastumer skiantel, an abad Fañch Kadig, Iwan an Diberder ha Loeiz Herrieu evel e heulierien pennañ.
A wechoù e vez adkrouet ar c'hontadennoù hengounel gant skrivagnerien'zo. An Danad Hans Christian Andersen hag an Alaman Ernst Hoffmann eo ar re anavezetañ.
E Breizh, Yann ar Floc'h, Ivon Krog hag Erwan ar Moal o deus savet seurt kontadennoù, darn anezho ijinet diwar patrom an hengoun.
Konter ha konterez
kemmañA-gozh, ar c'hontañ a zo bet dibunet ha treuzkaset gant ar merc'hed a veze o wiata pe o nezañ. E Bro-Dreger e vezent anvet nozvezhioù hag e veze kontet istorioù er filajoù-se.
Ar vagerezed o-deus treuskaset hep ehan keid ar c'hantvedoù miliadoù a gontadennoù ivez.
Hag evit gwir, ar merc'hed o deus kroget er XVIIvet ktvd treuzskrivañ kantadoù a gontadennoù en un dastum bras, "Le cabinet des fées", meur a levrennoù gantañ. E-touez ar merc'hed-se e kaver Madame d'Aulnoye (Contes de ma mére l'Oye).
Daveoù
kemmañ- Delarue, Tenèze
- Bruno Bettelheim