[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar gomz-plaen, pe yezh plaen, eo an doare da sevel skridoù ordinal pa ne saver ket barzhoniezh. Se zo kaoz e skrive ar Gall Molière : « Kement tra n'eo ket yezh-plaen a zo gwerzennoù, ha kement tra n'eo ket gwerzennoù a zo yezh-plaen»[1]

Heñvel eo ouzh ar gomz boas eta. Talvezout a ra ar ger da gomz eus ur stil komz-plaen ha n'eus ket troiennoù re ginklet ennañ.

Implijet e vez ar gomz-plaen evit sevel kement testenn m'en deus ezhomm ar skridaozer da lezel e breder da vezañ dispaket en un doare fraezh a-walc'h gant nebeut a redioù ; koulskoude e kaver meur a live yezh hervez palioù ar skridaozer, e varregezh hag ar media ma klask skrivañ evitañ.
Pa vez kaoz eus ar gomz-plaen e reer dave d'al lennegezh da gentañ (romantoù, levrioù skiantel, levrioù istorel, levrioù prederouriezh, hag all), met kavet e vez ar gomz-plaen er c'helaouennoù, en danevelloù micherel, al lizhiri ha meur a skrid all.

Doareoù liesseurt

kemmañ

Meur a zoare zo d'ar gomz-plaen. Ur varzhoneg e yezh-plaen zo ur pennad yezh-plaen ma kaver perzhioù ar varzhoniezh. Romantoù ha danevelloù zo e yezh-plaen, ma skrivas Truman Capote e kave dezhañ e oa an danevell an diaesañ doare komz-plaen da skrivañ ( "the most difficult and disciplining form of prose writing extant").

  1. « Tout ce qui n'est pas prose est vers et tout ce qui n'est point vers est prose » Molière, Le bourgeois gentilhomme, II, 4.