[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Iliz-veur Pêr-ha-Paol Naoned a zo un iliz-veur katolik a c'hiz c'hotek savet er XVvet kantved, da vare Duged Breizh.

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Tallbenn an Iliz-veur araok tan-gwall 2020
Ur gwell kosoc'h eus an talbenn
An nev

E-kreiz kêr emañ, e leurgêr Sant-Pêr. Iliz-veur eskopti Naoned eo, ha sez eskob Naoned. 457 vloaz ez oa bet ouzh he sevel, eus 1434 betek 1891. Kement-se ne vir ket e lavarer eo ur bennoberenn eus an doare gotek. Unan eus nav iliz-veur katolik Breizh eo, savet e tal-kichen Kastell an Duged. Ur savadur relijiel met ivez politikel eo eta, arouezh souvereniezh an Dugelezh. Enni eo beziet an dug Frañsez II, tad an dugez Anna. Monumant istorel ofisiel eo abaoe 1862.

Tri savadur relijiel zo bet a-raok an iliz-veur a vremañ: ur chapel savet en IIIe kantved ; un iliz-veur savet er VIvet kantved, un iliz-veur roman all en XIvet kantved. El lec'h ma oa an iliz-veur kozh eo bet savet homañ, ha dre ma veze savet eo he deus kemeret he lec'h.

Ar savadurioù kent

kemmañ

Un templ drouizel e vije bet war al lec'h, dediet da Janus pe vBouljanus.

Tri savadur kristen zo bet goude :

Reneveziñ ha tanioù-gwall

kemmañ

Skoet e voe gant bombezadegoù an Eil Brezel-bed. Labourioù reneveziñ a oa tost echuet pa tarzhas un tann-gwall en nein d'an 28 a viz Genver 1972. Goude eizh bloaz argerzhadur e voe anavezet kiriegezh ar Stad gall, ha ket an embregerezh naonedat Rineau Frères. Digoradur ar c'heur nevez a voe lidet d'an 12 a viz Mae 2013 gant an aotroù Jean-Paul James.

D'an 18 a viz Gouere 2020 eo distrujet gant un tan-gwall nevez gwerelloù an XVvet kantved urzhiet gant Anna Breizh, ograoù ar XVIIvet kantved hag arrebeuri.

Skeudennoù

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liamm diavaez

kemmañ