[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Gallus (e latin), pe Gall (e brezhoneg), pe Gallen (en alamaneg), ganet war-dro 550 ha marvet war-dro 646, a oa ur manac'h iwerzhonat hag a echuas e vuhez e Suis.

Sant Gall

Diskibl e oa da Sant Koulman, ha gantañ ez eas da avielañ an douar-bras. Pan eas Koulman da vetek Italia en 612, e oa klañvet Gall ma rankas chom e Suis. Bevañ a rae er c'hoad er mervent d'ar Bodensee, nepell diouzh eienenn ar stêr Steinach. Mervel a eure war-dro 646-650 en Arbon. Lidet e vez d'ar 16 a viz Here.

Goude e varv e voe savet un iliz vihan, a deuas da vout Abati Sant Gall, ma voe savet buhezskridoù dezhañ hervez giz an amzerioù-hont. Ur gêr a voe savet nepell, anvet Sankt Gallen.

Enoret eo e meur a lec'h e Breizh ivez.

Pennadoù kar

kemmañ