Frygia
Frygia (henc'hresianeg : Φρυγία Frygía) a oa ur vro en Azia-Vihanañ an Henamzer, etre Lydia war aodoù ar Mor Egea er c'hornôg ha Kappadokia er reter, e tachenn proviñsoù turk Afyon, Eskişehir hag Ankara hiziv.
Hervez Herodotos e teue pobl Frygia eus Makedonia hag eus Albania ; neuze e vijent bet unan eus pobloù ar mor.