[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Françoise-Louise de Warens

Françoise-Louise de Warens, anavezet ivez evel Madame de Warens pe Louise Éléonore de la Tour du Pil (ganet d'an 31 a viz Meurzh 1699 {[1] e Vevey ha marvet d'an 29 a viz Gouhere 1762[2] e Chambéry), a oa tutorez ha pried-kleiz Jean-Jacques Rousseau (a rae Maman anezhi).

Françoise-Louise de Warens

En 1713 e timezas d'un aotrou de Loys, hag e teuas da vout baronez de Warens (pe skrivet Vuarrens), diwar anv un domani d'he fried, e-kichen Vevey. Er memes bloaz e lakeas terriñ hec'h eured. Protestantez deuet eus Suis da Annecy, e Savoia[3], hag aet ac'hano da chom da Charmettes, nepell diouzh Chambéry (e Savoia ivez), n'eo ket ur vaouez ordinal e oa an itron. E 1726 e tilezas ar brotestantiezh hag e tec'has gant arc'hant ul labouradeg loereier seiz ha gloan he devoa savet hag a oa o vont da fall, e teuas da vout katoligez, a douas dilezel e feiz kent dirak eskob Annecy, hag a resevas ur bañsion digant an Iliz evit skignañ he relijion nevez en-dro da Jeneva, a oa kêr-benn ar brotestantiezh, hag ur bañsion all digant roue Sardigna.

Notennoù

kemmañ
  1. Patrom:Ouvrage, gwelout [1] ha notennoù an embannadur Folio 186 : gant Patrom:Ouvrage.
  2. Les confessions, de Jean-Jacques Rousseau, embannadur en e hed gant raklavar ha notennoù e ti Garnier frères, 1930, notenn n° 135, pajenn 240, gwelout [2].
  3. Stag e oa Savoia neuze ouzh rouantelezh Sardigna ha ne voe ket gall a-raok 1860.

Levrlennadur

kemmañ
  • Les Confessions,