[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Un egorlestr zo un ijinenn implijet da vont en egor.

Gwel arzour eus an egorlestr Phoenix o touarañ war ar Blanedenn Meurzh

E-doug un nij en egor ez a un egorlestr en egor ha distreiñ a ra d'an Douar. E-pad un nijadenn e kelc'htro e heuilh un egorlestr ur c'helc'htro serr en-dro d'ur c'horf planedennel. An egorlistri a c'hall kas tud zo e-bourzh e-giz pare al lestr pe evel beajourien. An egorlistri implijet da-geñver ur gefridi robotek en egor avat a labour en un doare emren pe zo pellurzhiet. Hiziv an deiz, an egorlistri robotek a guita trowardroioù ar planedennoù zo sonterezioù egor hag an egorlistri robotek a chom e kelc'htro en-dro d'ar planedennoù zo loarelloù. An egorlistri savet evit ar beajoù etre ar stered zo ur meiziad damkaniezh hepken betek-henn.

Implijet e vez an egorlistri evit meur a dra, en o zouez ar c'hehentiñ, arsellerezh an Douar, an hinouriezh, ar merdeerezh, dizoleiñ ezplanedennoù, hag an touristerezh en egor. An egorlistri faltaziek hag ar beajoù en egor zo dodennoù implijet stank en oberennoù skiant-faltazi.

Maketenn Ariane V

Liammoù diavaez

kemmañ