[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Ar ger departamant a vez implijet evit ober anv eus ur bastell-vro velestradurel. Dont a ra ar ger eus an anv gallek département.

Kentañ ma voe implijet ar ger a oa er XVIIvet kantved e Bro-C'hall . Ur raktres da rannañ ar vro a oa bet savet gant Marc-René d'Argenson e 1665 ha kinniget d'ar roue Loeiz XIV.

Er IVe kantved e tivizas an impalaer Diokletian rannañ an impalaeriezh dre e bevar frefeti isrannet e diosezoù, isrannet e proviñsoù.

  • Hiziv e vez implijet an termen evit rannadurioù melestradurel krenn e broioù a ra gant ar galleg (département) pe gant ar spagnoleg (departamiento), hag amprestet eo bet gant yezhoù all evit an eil ster (kevrennoù melestradurel) : alamaneg, nederlandeg, poloneg, rusianeg, svedeg.

E brezhoneg e vez troet départamant gant "kevrenn" peurliesañ pa vez kaoz eus rannadur ur servij melestradurel pe zeskadurel : Kevrenn an dornskridoù e Levraoueg Vroadel Frañs ; Kevrenn ar yezhoù en ur skol-veur.

E meur a riez e vez implijet department (SUA) pe departamiento evit ur ministrerezh.

Gwelet ivez

kemmañ