[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/

Deianeira (Δηϊάνειρα pe Δῃάνειρα, an hini a zo trec'h d'an harozed e gregach) a oa trede ha diwezhañ gwreg Herakles e mojennoù kozh Hellaz. Merc'h e oa da Oeneüs, roue Kalidon, ha da Altaia. Kaoz e voe da varv an haroz Herakles.

Nessos ha Deianeira, gant Guido Reni (1621)
Skrapadenn Deianeira. Taolenn gant Gustave Moreau.
Ercole, Deianira e il centauro Nesso, gant Paolo Veronese.
Deianeira, gant Evelyn De Morgan (1850-1919)

Hec'h anv

kemmañ

Δηϊάνειρα / Dêĩáneira, pe Δῃάνειρα, e oa hec'h anv e gregach.

Ar vojenn

kemmañ

Evit gounit ar vaouez e rankas Herakles stourm ouzh an doue-stêr Ac'heloüs, a droas en tarv, hag a voe torret ur c'horn dezhañ gant an haroz.

Bout dimezet da Zeianeira ne viras ket outañ da skrapañ Iole ha da gousket ganti. Deianeira ne lavare ger met e kuzh e vage gwarizi ouzh ar goantenn yaouank rak kavout a rae dezhi e oa sot-pitilh he fried ganti.

Toneg Nessos

kemmañ

Un deiz edo Herakles ha Deianeira o klask treuziñ ar ster Evenos, a oa dic'hlannet. Penaos ober? An den-marc'h Nessos a oa aze a lavaras dezho e oa an treizhour aotreet gant an doueed, abalamour d'e onestiz dibar. Kinnig a reas da Herakles dougen e wreg war e gein, da virout ouzh Deianeira a c'hlebiañ he dilhad, e-keit ha ma treuzje an haroz war-neuñv. Mat e voe kavet an emglev gant Herakles, paeañ a reas an den-marc'h, ha teurel a reas e armoù dreist ar stêr, war al lez all, ha splujañ da dreuziñ. Pa oa erruet en tu all e klevas e wreg o krial forzh, ha pa sellas e welas e oa Nessos o klask c'hoari e wreg. Neuze e tapas e wareg hag e skoas ur saezh, ha gloazet nessos, darev da vervel. Sede penaos eo kontet gant Ovidius (Metamorfozoù, IX, 130-133) :

[…] Nessos gant poan a dennas [ar saezh]. Strinkañ a reas ar gwad eus an div c'hloaz, hag en em veskañ gant kontammoù diwar an naer-zour a saotre ar beg lemm : "A ! da vihanañ, emezañ ennañ e-unan, na varvomp ket hep dial !" Hag e roas da Zeianeira e roched wadek, evel ur prof prizius hag a c'hall stagañ kalon he fried.


Siwazh d'an haroz, bepred edo e enebourez, an doueez Hera, o klask ober droug dezhañ. Hi an hini he devije lakaet ar gerioù-mañ e genou an den-marc'h, pa resevas saezh ar marv en e vruched, ha pa zisklêrias da Zeianeira, a-raok e huanad diwezhañ:

Ma veskez gwad naer-zour Lerna gant ma hini, kemeret eus ma gloaz, ma lakaez eoul olivez war-benn, ha ma roez ma zoneg (c'hiton) da Herakles, n'az po ket da gaout aon ken rak e droioù disfeal.

Marv Herakles

kemmañ

Ha Deianeira d'ober hervez kuzulioù Nessos, dre ma kredas gevier an den-marc'h, seul vui ma vage gwarizi ouzh Iole. Reiñ a reas, d'ar mevel Lic'has, toneg an den-marc'h, da Herakles d'he gwiskañ, dre warizi ouzh Iole. Pa voe gwisket gantañ e pegas ouzh e gorf, ken n'halle ket he zennañ ken, hag e tevas e groc'hen, ma c'houzañve euzhus tra ma oa ar c'hontamm o vont en e gorf.

Pa gomprenas Deianeira pegen bras fazi he devoa graet ez eas d'en em grougañ.

Neuze e c'houlennas Herakles ma vije pulluc'het e gorf war ar menez Oeta, da lakaat fin d'e boanioù.

Goude he marv

kemmañ

Ur mab he doa bet gant Herakles, Hilos e anv. Goude e varv e voe roet ar vuhez peurbadel da Herakles, a voe degemeret neuze e-touez an doueed er menez Olimpos, e reas ar peoc'h gant an doueez Hera, e enebourez touet, an hini he devoa roet dezhañ an Daouzek trevell da ober, hag e timezas da Hebe, merc'h da Hera.