Aoter
Un aoter zo un daol nevet, e mein alies, implijet evit an aberzhioù er relijionoù. "An daol santel" a vez lavaret anezhi ivez er relijionoù kristen ma kaver aoterioù en ilizoù.
Paganiezh
kemmañLazhet ha losket e veze al loened aberzhet war an aoter e relijionoù nann-kristen, da lavaret eo ar re liesdoueadek ha pagan.
E ti ar Romaned uhel e oa ul lararium, aoter da zoueed an oaled.
Aoterioù undoueek
kemmañKatoligiezh
kemmañEr relijionoù kristen eo un daol, e maen pe goad, ma vez outi ar beleg pa lavar an oferenn.
-
Banniel Jezuz an Oter, e Bulien.
Skeudennoù
kemmañ-
Mael-Pestivien. Kador an Drouized, gwelet a-dost. Skeudenn bet tennet a-us d'ar roc'h. Ar re dedennet gant mojennoù e wel enni moull un den : ar penn e penn krec'h ar skeudenn; ar c'horf er c'hreiz; ar groazlez hag an divhar en traoñ.
-
An Opferstein pe roc'h an aberzhioù, aoter gelt e Maria Taferl, Aostria.
-
Aoter Pergamon, e Berlin.