1añ Genver
deiziad
(Adkaset eus 1 Genver)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Kala Genver
Darvoudoù
kemmañ- 1777 : embannet eo Journal de Paris, kentañ gazetenn bemdeziek.
- 1788 : dont a ra er-maez niverenn gentañ ar gazetenn bemdeziek The Times.
- 1804 : embannet eo dizalc'hiezh Haiti.
- 1826 : dilennet eo Antonio José de Sucre da brezidant Bolivia e vuhez-pad.
- 1910 : kentañ Tournamant ar pemp broad (Rugbi XV).
- 1916 : lakaet e pleustr dell war ar c'horvoder.
- 1938 : krog eo Kevredad broadel hent-houarn Frañs da gorvoiñ linennoù ar c'hompagnunezhioù hent-houarn kozh.
- 1939 : freuzidigezh an Emglev alaman-ha-polonat a oa bet sinet e 1934.
- 1945 : Taol Bodenplatte gant al lu alaman e-kerzh Emgann an Ardenne.
- 1948 : unvaniezh valtoutel Beneluks lakaet da vont en-dro.
- 1949 : harz-tennañ e Kachmir er brezel etre India ha Pakistan.
- 1955 : krouidigezh ar skingomz c'hall brevez Europa 1 gant Louis Merlin ha Charles Michelson.
- 1957 : bodet eo Karaez ha Plougêr evit mont d'ober Karaez-Plougêr.
- 1958 :
- skignet eo kentañ abadenn-polis Ar pemp munutenn diwezhañ gant 1añ chadenn an ORTF.
- lakaet e talvoud ar feurioù-emglev diwar-benn ar Marc'had Boutin hag Euratom.
- 1960 : bodet eo Kemper, an Erge-Vihan, Kerfeunteun ha Penharz evit krouiñ ar gêr vras a Gemper.
- 1973 : Danmark, Iwerzhon ha Rouantelezh-Unanet degemeret en Unaniezh Europa.
- 1979 : Republik ha Kanton Jura savet da vat.
- 1981 : Gres degemeret en Unaniezh Europa.
- 1986 : Portugal ha Spagn degemeret en Unaniezh Europa.
- 1993 : rannet eo Tchekoslovakia etre div vro nevez, ar Republik Tchek ha Slovakia.
- 1995 : Aostria, Finland ha Sveden degemeret en Unaniezh Europa.
- 1999 : an euro lakaet da dalvezout.
- 2002 : ar bilhedoù hag ar pezhioù euro a c’haller ober ganto diwar vremañ e daouzek bro eus Unaniezh Europa.
- 2005 : krouidigezh Ofis publik an euskareg e Norzh-Euskadi.
- 2007 :
- Bulgaria ha Roumania degemeret en Unaniezh Europa.
- an euro lakaet da dalvezout e Slovenia.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1449 : Lorenzo de' Medici pe Lorenzo il Magnifico (Laorañs ar Meurdezus), den-stad italian ha penn Republik Firenze.
- 1484 : Ulrich Zwingli, doueoniour protestant eus Suis.
- 1771 : Jorj Kadoudal, jeneral chouan ha penn Arme gatolik roueel Breizh (dibennet d'ar 25 a viz Mezheven 1804).
- 1774 : André Marie Constant Duméril, loenoniour gall.
- 1806 : Lionel Kieseritzky, mestrc'hoarier echedoù estonian ha kelenner war ar jedoniezh.
- 1863 : Pierre de Coubertin, istorour ha pedagogour gall, adsaver ar C'hoarioù Olimpek arnevez.
- 1879 : William Fox, produer sinema hungarat-amerikan bet krouet ar Fox Film Corporation gantañ.
- 1881 : Davide Marotti, mestrc’hoarier echedoù italian ha kelenner war ar brederouriezh.
- 1883 : Charles Chassé, arzvarnour, buhezskriver ha skrivagner breizhat.
- 1890 : Alice Tissot, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 1927 : Maurice Béjart, dañsour ha korollour gall.
- 1939 : Maï Ewen, skrivagnerez vrezhonek.
- 1946 : Roberto Rivellino, melldroadour ha gourdoner brazilian.
- 1963 : Luc Winants, mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1957 : Tignous, treser gall.
- 1964 : Gorik Cools, mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1968 : Davor Šuker, melldroader etrebroadel kroat.
Marvioù
kemmañ- 1515 : Loeiz XII (Bro-C'hall) pe Loeiz Orleañs, roue Bro-C'hall adalek 1498 betek e varv e 1462.
- 1560 : Joachim du Bellay, barzh gall.
- 1782 : Johann Christian Bach, ograour ha sonaozer alaman.
- 1880 : Charles Jules Joseph de Gaulle (Barz Bro-C'hall ha Charlez a Vro-C'hall e anvioù-pluenn), eontr Charles de Gaulle, skrivagner gall ha mignon d'ar brezhoneg.
- 1900 : Edgar Leopold Layard, diplomat ha naturour breizhveuriat.
- 1969 : Micheline Francey, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 2021 : Carlos do Carmo, kaner portugalat.
Lidoù
kemmañDeiziadur henroman
kemmañCalendis Januariis. Gouelioù : Strenae / Kalanna; Feriae Jovis (Gouelioù Yaou / Jupiter); Vejovis (Gouel Hen-Yaou); Janus (Gouel an doue Janus, doue e zaou dremm, unan war-drek, unan war-raok, an hini en eus roet e anv da viz Genver). Deiz-ha-bloaz dedi templ Jupiter Capitolinus hag hini Aesculapius[1].
- Gouel-meur ar Werc'hez Vari, mamm Doue
- Marzhina, eus Roma, gwerc'hez ha merzher (d'ar c'houlz impalaer Aleksandr)
- Bazil, eus Kappadokia, Eskob.
- Etruria : Bonfilus, kofesour.
- Roma : Almachus, merzher.
- Roma : an Tregont merzher ar Via Appia, dindan Dioklesian.
- Spoleto : Condordius, beleg, merzher, dindan Antonin.
- Afrika : Fulgentius, eskob, merzher.
- Teate, e bro Abruz (citerior) : ganedigezh Justinius, eskob
- Gallia Lugdunensis, manac'hti Jura : an abad Eujen.
- Galia, Odilon, abad Cluni.
- Aleksandria (Ejipt) : Euphrosyna, gwerc'hez
- Sant Eugendus / Augendus (aet e galleg da St Oyend, Oyand, Oyen). Abad Condat (c. 449 - 510)
- ---------------
- e Breizh
- Sant Lupian, beleg eus Reudied e Bro-Naoned (IVvet kantved)
- Sant Houarnedin, manac'h-beleg dall e Breizh (IXvet kantved)
- Sant Deved, abad (VIvet kantved)
- Santez Flammenn, enoret e Yestael
- Sant Gwenhoel, breur da sant Tuno ha sant Merin
- Sant Tevarzeg, en deus roet e anv d’ur barrez e Kernev
Gouelioù broadel hag etrevroadel
kemmañ- Gwechall e Breizh ez ae ar vugale hag ar re baour a di da di da gaout tammoù profoù : deroù mat, kouignaoua, eginad, kalanna a veze graet eus al lidoù-se ma veze kanet.
- Hiziv an deiz, e Breizh, hag en ur bern broioù all, ez a an dud da hetiñ bloavezh mat d'o zud, d'o mignoned, d'o c'henlabourerien...