[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Verner von Heidenstam

Eus Wikipedia
Verner von Heidenstam, poltred gant Oscar Björck, 1900

Carl Gustaf Verner von Heidenstam a zo ur skrivagner svedek en deus tapet Priz Nobel al lennegezh e 1916. Ganet eo bet d’ar 6 a viz Gouere 1859 e Olshammar (Sveden) en ur familh a orin eus Alamagn ha marvet eo d’an 20 a viz Mae 1940 e Stockholm. Ezel e voe eus Akademiezh Sveden adalek 1912.

Mab d’un ofiser nobl e oa. Studiañ a reas al livouriezh e Roma hag e Pariz gant Jean-Léon Gérôme, met evit abegoù yec’hed e rankas paouez gant e studioù ha mont da veajiñ evit pareañ e Su Europa hag er Reter-Nesañ betek ar bloaz 1887. Derc’hel a reas da veajiñ koulskoude ha skrivañ war un dro. Labourat a reas evit ar gazetenn Svenska Dagbladet.
War-dro 1895 ez eas da Rusia ha da Durkia ha goude-se e talc'has da reiñ meuleudioù da harozed Sveden ha skrivañ a reas romantoù istorel evel Karolinerna. Anavezet eo dreist-holl evit e varzhonegoù.

  • Vallfart och vandringsår (Bloavezhioù kantren ha beajiñ, 1888)
  • Hans Alienus (1892)
  • Dikter (Barzhonegoù, 1895)
  • Karolinerna (Tud Karl XII, 1897-1898)
  • Heliga Birgittas pilgrimsfärd (Pirc'hirinded Santez Berc'hed, romant istorel, 1901)
  • Ett folk (Ar bobl, 1902)
  • Folkungaträdet (ur romant istorel diwar-benn ar Vikinged, 1905-1907)
  • Nya dikter (Barzhonegoù nevez, 1915)
  • Sista dikter (Barzhonegoù diwezhañ, 1942)