[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Trimurti

Eus Wikipedia
Trimurti
An tri doue hag o gwragez
Trimurti

Trimurti (त्रिमूर्ति, trimūrti, e sañskriteg, da lavaret eo tri furm) zo ur ger a ra dave d’an tri doue pennañ en hindouegezh : Brahma, Vichnou ha Chiva.

Aroueziañ a ra an tri doue-se kelc’hiad an hollved, gant ar grouidigezh, ar gendalc’hidigezh hag an distrujidigezh : Brahma eo krouer an hollved, Vichnou ar mirer pe ar c’hendalc’her anezhañ ha Chiva an distrujer anezhañ.

Diskouez a reer an trimurti pe e stumm tri doue kichen-ha-kichen pe e stumm ur boud gant tri fenn, c’hwec’h brec’h ha c’hwec’h gar hag a zo arouez an tri doue mesket en unan hepken.

An Trimurti evel m’eo anavezet bremañ (Brahma, Vichnou ha Chiva) eo an hini a gaver er Puranas, testennoù savet er c’hentañ milved kent J.K. hag a gont istor an hollved eus e grouidigezh betek e zistrujidigezh.

Hogen, er Veda (mojennoù koshoc’h eget an hindouegezh), ne oa ket an tri doue-se pe ne oant ket pouezus : er Rigveda (un destenn eus an eil milved kent J.K.) e veneger un triad doueed all ha ne reer ket «trimurti» anezho : Indra (ur roue), Agni (doue an tan) ha Soma (doue al loar).

An Trimurti a arouez unded an hollved e tri furm ha n’eo ket un triad tri doue bodet met disheñvel evel ma kaver e relijionoù liesdoueek zo. Abalamour da se eo bet keñveriet gant Trinded ar gristeniezh, gant Doue an Tad, Doue ar Mab hag ar Spered Santel, daoust m’eo disheñvel-mat preder an hindouegezh diouzh ar gristeniezh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.