[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Teltenn

Eus Wikipedia
Kamp teltennoù e Kanada.

Un deltenn zo ur seurt ti graet gant danvez a c'haller kousket ennañ en disglav, en dizavel hag en disheol.

Stegnet e vez an danvez war ur stern, e koad pe metal, ha dalc'het gant liammoù, kordenn pe fiselenn, ouzh postoù bihan pe vras.

Teltennoù ar gantreidi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Plac'hig Oglala dirak un tipi.

Ti ar gantreidi dre ar bed eo an deltenn peogwir eo aes pe aesoc'h da sevel ha disevel.

Brudet eo tipi an Amerindianed gant ar filmoù western. Gant krec'hin ha koad e vezent graet.

Ar yourtoù eo teltennoù bras ar gantreidi e Mongolia.

Teltennoù a vez implijet gant an Verbered er Sahara. Brudet eo chomet teltenn berber vras ar c'horonal Kadhafi savet gantañ e park Palez an Elysée e Pariz e 2007 pa oa bet pedet gant ar prezidant gall Nicolas Sarkozy.

Teltennoù an arme

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teltennoù zo evit ar brezeliadennoù a-holl-viskoazh koulz lavaret.

Teltennoù evit an dudiamant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teltennoù a c'hall servijout da gampiñ en un dachenn-gampiñ pe en natur. Ar valeerien hag an alpaerien a implij anezhi pa z'int d'ober un dro-vale muioc'h eget un deiz. Seier-kousket a lakaont e-barzh evit an noz. An teltennoù-se a vez skañv, kalet ouzh an uz hag aes da blegañ pe da rollañ.

Teltennoù zo a-wechoù war an traezhennoù, lakaet eno gant ar gêr evit an dud evit cheñch dilhad pe chom en disheol. Ouzhpenn-se e ro ul liv cheuc'h d'ar gêr-gouronkañ. Teltennoù glaz o roudennoù traezhenn ar Skluz Dinarzh, ha teltennoù ruz o roudennoù Ar Baol zo e-touez ar re brudetañ.

Teltennoù bras a vez savet evit degemer un darvoud bennak, evel un eured, ur c'hendalc'h, ur brezegenn, ur c'hendiviz, etc. Alies e vezont gwenn. Un deltenn Barnum a vez graet anezho.

Ar sirkoù a reont o abadennoù en un deltenn vrasoc'h c'hoazh a vez graet pabell anezhi.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]