Waag
Un ti pouezañ (nederlandeg : Waag, alamaneg : Stadtwaage) a zo ur savadur ma veze pouezet ar varc'hadourezh ennañ. Lod brasañ ar savadurioù-se a zo bet savet a-raok 1800, da lavaret eo a-raok ma vefe diazezet reolennoù pouezañ etrevroadel. Dre ma oa a-bouez bras ar pouezañ marc'hadourezh, e veze graet war o zro gant frammoù lec'hel, hag implijet e vezent ivez da lakat tailhoù war ar varchadourezh treuzkaset ha gwerzhet er c'hêrioù-se. Peurliesañ e kaver neuze an tiez pouezañ e-kichen plasenn ar marc'had, pe e kreiz-kêr.
Etre 1550 hag e-tro 1690 e veze kaset an dud tamallet dezho bezañ sorserien pe sorserezed d'an ti pouezañ., ha neuze e veez aozet « arnodenn ar sorserezed ». Ma veze skañvoc'h an den tamallet evit ur pouez bennak bet dibabet, e veze kondaonet.
Tiez pouezañ a gaver dreist-holl en Izelvroioù hag en Alamagn. Eno ez int anvet waag (nederlandeg) ha waage (alamaneg),hag a dalvez skeul bouezañ, hag e Polonia (smatruz, e Krakow hag e Poznan). E diavaez Alamagn hag an Izelvroioù e veze pouezet ar varc'hadourezh en tiez-kêr peurliesañ.
Tiez pouezañ en Izelvroioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alkmaar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus an tiez pouezañ a vez implijet hiziv an deiz a gaver en Alkmaar en Izelvroioù. Pa vez aozet marc'ahd ar fourmaj eno e vez pouezet, ha stank eo an doursited a vez oc'h arvestiñ an darvoud-se.
Amsterdam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]De Waag a zo ur savadur a oa ul lodenn eus mogerioù-kêr Amsterdam. Savet e voe e 1488, hag una eus pôrzhioù Amsterdam e oa d'ar mare-se, anvet e oa Sint Anthoniespoort. Pa voe diskaret mogerioù-kêr Amsterdam e voe aozet Nieuwmarkt tro-dro d'ar savadur, hag ar bouezerez a voe lakaet e diabarzh ar savadur. Pa voe aozet Nieuwmarkt e voe uhelaet live al leur, neuze n'eo ket ken bras ar savadur hiziv an deiz hag e oa a-raok. Hiziv an deiz e kaver sez Kevredigezh De Waag ennañ. Ur gevredigezh a ra war-dro an arzoù hag ar sevenadur eo, hag un davarn hag ur preti a gaver ennañ ivez.
Ouzh ar savadur e c'haller gwelout ur blakenn ma lenner D'an 28 a viz Ebrel 1488 e voe staliet maen kentañ ar savadur-mañ. Plakenn goshañ Amsterdam eo.
En estajoù uhelañ e veze salioù gouestlet da gouchoù liesseurt : hini ar c'hoved, hini al livourien, hini ar vañsonierien ha hini ar surjianed.
Divodet e voe ar c'houchoù e-tro 1795, ha neuze e voe implijet ar savadur e meur a zoare : ennañ e voe staliet ar vrigadenn pomperien ha daou virdi (en o zouez Joods Historisch Museum) ha fiziet e voe en un diazezadur e 1990. Gant izili an diazezadur e oa bet raktreset diskar ul lodenn eus ar savadur, hag ouzhpennañ ul lodenn all diwar un steuñv gant Philippe Starck, met freuz-stal a reas an diazezadur a-raok ma vefe kaset ar raktres da benn. Nevesaet e voe ar savadur gant ti-kêr Amsterdam, ha Kevredigezh De Waag a ra war-dro abaoe 1996.
E kêrioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E meur a gêr en Izelvroioù e kaver un ti pouezañ : Delft, Deventer (ennañ ur mirdi), Edam, Enkhuizen, Gouda, Hoorn, Leeuwarden, Leiden, Nijmegen, Oudewater (Heksenwaag = ti pouezañ ar sorserezed) hag e Vlaardingen.
Tiez pouezañ e Belgia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kêrioù zo eus Belgia e kaver tiez pouezañ, evel e Kortrijk.
Tiez pouezañ en Alamagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tiez pouezañ (Stadtwaage en alamaneg) a gaver en Alamagn er c'hêrioù da-heul (e-touez re all) : Bremen, Emmerich am Rhein, Michelstadt, Osnabrück hag e Stralsund.