Peoc'h an Itronezed
Peoc'h an Itronezed, pe peoc'h Cambrai, en 1529, a lakeas fin d'ar brezel etre ar roue gall Frañsez Iañ hag an impalaer santel Karl V, a oa ivez roue Spagn, savet abalamour ma en devoa torret ar roue e c'her ha nac'het ober hervez feur-emglev Madrid (1526).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sinet e voe ar peoc'h e Cambrai d'ar 5 a viz Eost 1529 en ostel Saint-Pol a oa da Varie de Luxembourg. Frañsez Iañ a lavaras paouez a glask kemer douaroù en Italia, hag en eskemm e c'hallas kaout Bourgogn, goude dilezel Artez ha Flandrez.
Sinet e voe Peoc'h an Itronezed gant Loeiza Savoia, mamm ar roue Frañsez Iañ, Marc'harid Aostria (1480-1530), moereb d'an impalaer Karl V, ha Marie de Luxembourg, dirak ar c'hardinal Louis de Bourbon Vendome.
Da siellañ an emglev e plegas Frañsez Iañ, intañv abaoe meur a vloaz, da zimeziñ da Leonor Aostria, c'hoar d'e enebour Karl V. Ouzhpenn-se e teuas Bourgogn en-dro gant ar roue gall, gant ma tilezje e wirioù war zouaroù italian. Ouzhpenn kement-se c'hoazh, dieubet e voe, goude paeañ ur bern arc'hant, daou vilion a skoedoù, daou vab ar roue gall, Frañsez ha Herri, a oa gouestlidi e Madrid, da warantiñ ur peoc'h ha he oa ket bet o ren.
Droukrañs ar roue gall avat a gasas anezhañ adarre war hent ar brezel seizh vloaz goude, e 1536.