[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Parlophone

Eus Wikipedia
Parlophone
label sonerezh, trademark
Deiziad krouiñ1896 Kemmañ
PladennrolladurParlophone catalog Kemmañ
DiazezerCarl Lindström A.G. Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Kemmañ
Lec'h diazezBerlin Kemmañ
Perc'hennet gantWarner Music Group, EMI Group Limited, The Parlophone Co. Ltd. Kemmañ
Aozadur mammWarner Music Group Kemmañ
Business divisionRegal Recordings Kemmañ
Tachennjazz, sonerezh rock Kemmañ
DasparzherWarner Bros. Records, Rhino Entertainment Company Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.parlophone.co.uk/ Kemmañ
Logo Parlophone

Parlophone zo un ti-embann-pladennoù bet krouet gant Carl Lindstrom e Bro-Alamagn e 1896. Tri-ugent vloaz diwezhatoc'h e teuas an embregerezh da vezañ ur rann eus EMI e Breizh-Veur. Gant Parlophone e oa bet tutaet ar strollad The Beatles peurgetket, ar pezh a lakas EMI e penn gwerzhioù an albomoù gant hini Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band.

Estreget ar Beatles o doa graet berzh e-touesk ar strolladoù a rae Parlophone war o zro : Queen da skouer ha nevesoc'h Coldplay, Gorillaz ha Radiohead.

Rann vreizhveuriat Parlophone a oa bet krouet e 1923, Oscar Preuss he rener arzel. A drugarez d'he liammoù gant Okeh Records (kompagnugnezh-c'hoar er Stadoù-Unanet) e oa aet da verk pennañ jazz er Rouantelezh-Unanet.

E 1927 en doa Columbia Gramophone Company prenet ul lodenn eus embregrezh Carl Lindstrom ha kemeret kontroll Parlophone war un dro. E 1931 pep tra a voe advadezet Electric & Musical Industries Ltd (EMI).