[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Porto Santo

Eus Wikipedia
Enezeg Madeira, hag Enez Porto Santo er biz.

Porto Santo, pe O Porto Santo, zo un enezenn hag ur gumun e Rannvro Emren Madeira, hogen Vila Baleira eo anvet ar gêr-benn. Ur gorread 42,48 km² he deus. Unan eus c'hwec'h kumun Portugal dezhi ur barrez hep mui. Tostañ kumun dezhi eo Machico, en enez Madeira, er mervent dezhi.

Lesanvet eo Dourada (alaouret) gant tud Madeira.

Un enez volkanek eo, evel Madeira hag an Inizi Desertas. Ar Pico de Facho, 541 m uhelder, eo ar menez uhelañ. 5482 a dud a oa en 2011, o chom en ur gorread a 43 km2.

Inizi bihan didud zo tro-dro dezhi:

  • Ilhéu de Cal ;
  • Ilhéu de Ferro'
  • Ilhéu da Fonte da Areia
  • Ilhéu de Fora
  • Ilhéu das Cenouras, pe Enez ar C'harotez;
  • Ilhéu de Cima.

En 1418 e voe taolet troad en enez gant merdeerien eus Portugal João Gonçalves Zarco ha Tristão Vaz Teixeira.

  1. [1]