[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Skibidenn

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag ar Mor Bihan ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Skibidenn
Anv(ioù) all Stibidenn
Anv gallek Île Stibiden, Stibiden
Geografiezh
Enezeg Inizi Mor Bihan Gwened
Lec'hiadur Mor Bihan (Pleg-mor Gwaskogn)
Daveennoù lec'hiañ 47° 33′ 30″ N, 2° 49′ 48″ K
Gorread 0,082 km²
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Gwened Bro-Gwened
Departamant Mor-Bihan
Kumunioù Sarzhav
Poblañs
Poblañs ? ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Skibidenn, pe Stibidenn[1] (distilhet Chébdenn er vro), a zo un enezennig er Mor Bihan, stag ouzh kumun Sarzhav, e departamant ar Mor-Bihan hag e Bro-Gwened.

An anv Skibidenn pe Stibidenn a zeufe deus ar ger henvrezhonek "skividan" a sinifife "skaveg vihan". Ur bochad lec'hioù zo anvet "Skividan" e Breizh ha gallout a reer keñveriañ an anv-se gant ar gêriadenn Skubidan (Squividan e 1609) e Gwidel.

E galleg e vez anvet Stibiden. Skrivet eo bet Sciubiden pe Scuibiden e 1539 hag en XIXvet kantved e veze skrivet Chefbeden ivez[1].

Emañ en nozh da C'hourenez Rewiz hag un 300 metr bennak er gwalarn da Veg an Arzh.

Un enezenn e-tro 8 hektar a c'horread eo. Koadek-tre eo abaoe ma'z eus bet plantet e-tro 3 600 gwezenn (rousinek dreist-holl) abaoe 1954.

Daou di hir e greunit zo e penn su an enezenn.

Prenet e oa bet an enezenn eo 1954 gant an aktourez Danielle Darrieux[2]. He merc'h-kaer hag he bugale-vihan zo perc'henn d'an enezenn atav[3].

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 "Skibidenn" war KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. (fr) Gilles Henry, Bretagne et Bretons, embannadurioù France-Empire, 2000, p. 170
  3. (fr) Clara Laurent, Danielle Darrieux, une femme moderne, Place des Éditeurs, 2017, p. 307.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.