Schokland
Schokland (e kumun Noordoostpolder) a oa un enezenn er Zuiderzee betek ma vefe savet Noordoostpolder e 1942. Ul lec'h a-bouez a-fet arkeologiezh eo, ma kaver Mirdi Schokland. Schokland eo a voe al lec'h kentañ eus an Izelvroioù lakaet e roll Glad ar bed gant UNESCO. Eno e c'haller gwelout ul lodenn eus ar voger a-enep an dour a oab bet savet e Middelbuurt.
A-feur ma pigne live ar mor ez eas kuit annezidi Schokland da dri lec'h uheloc'h : Emmeloord, Molenbuurt ha Middelbuurt. E 1825 e voe dour-beuz bras ha kalz distruj a voe : e 1859 e tivizas ar gouarnamant e vefe difennet dont da chom da Schokland. Kumun Schokland a voe staget neuze ouzh Kampen.
Transportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An daou di-gar tostañ a gaver e Kampen hag e Lelystad.
-
iliz Schokland
-
Iliz hag ar pezh a chom eus ar voger a wareze diouzh an dour
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|