[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Mirva natur François Le Bail

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ur mirva natur broadel e Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Mirva François Le Bail
Aodoù Enez Groe er Penn Maen e-kostez semafor ar Beg Melen.
Aodoù Enez Groe er Penn Maen e-kostez semafor ar Beg Melen.
Anv(ioù) all Mirva / Gwarezva natur broadel François Le Bail
Anv gallek Réserve naturelle nationale François Le Bail
Geografiezh
Stad Frañs Frañs
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Gwened Bro-Gwened
Departamant Mor-Bihan
Daveennoù lec'hiañ 47° 37′ 29″ N, 3° 26′ 03″ K
Kêrioù pennañ Groe
Gorread 98,20 ha
Melestradurezh
Seurt Mirva natur broadel
Krouidigezh 23 a viz Kerzu 1982
WDPA 6270
Melestradurezh Kevredigezh Breizh Vev

Ar Mirva natur broadel François Le Bail (RNN63) zo ur mirva natur broadel e Groe, e departamant ar Mor-bihan hag e Bro-Gwened, e Breizh. Krouet eo bet e 1982 hag en em astenn a ra war 98 hektar. Gwareziñ a ra mineralioù ha reier dibar an enez hag an trevadennoù evned-mor.[1]

Anvet eo bet ar mirva diwar ar geologour breton François Le Bail (1903-1979) hag en deus studiet geologiezh an enez.[2]

Takad gwareziñ ar mirva

En em astenn a ra war 98,2 hektar e Groe: 47,5 hektar war zouar ha 50,7 hektar war vor. Daou dakad disheñvel zo: un takad e gwalarn an enezenn en-dro d'ar Penn Maen ha d'ar Beg Melen hag a warez al lanneier Ericaceae hag an trevadennoù evned-mor hag un takad er gevred en-dro da Veg ar Chat, Porzh ar Roed ha Porzh Morvil hag a warez an aod vev.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. INPN (renabl broadel ar glad naturel): FR3600063 - François Le Bail (Île de Groix)
  2. (fr) "La Réserve Naturelle Nationale François Le Bail à Groix", lec'hienn touristelezh An Oriant - Su Breizh.