[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Kimera

Eus Wikipedia
Kimera war ul lestr dremmoù ruz apulian, v.  war-dro 350 -340 kent JK, mirdi al Louvre
Kimera Arezzo, arem etrusk

Kimera[1] pe C'himera (Χίμαιρα Khímaira, latinekaet e Chimaera) zo un euzhvil e mojennoù Hellaz kozh. Peurvuiañ e vez kontet da gaout penn ul leon, korf ur c'havr (a-wechoù penn ur c'havr ouzhpenn) ha lost un aerouant. Lazhet e voe gant Bellerofon.

Merc'h e oa da Tyfon ha da Ec'hidna. Freuz a reuz a rae e Lykia, en Azia Vihanañ, pa voe roet urzh da Vellerofon, gant ar roue Iobates, d'he lazhañ. Dont a-benn a reas an haroz gant e varc'h askellek Pegasos.

Dont a ra hec'h anv eus ar ger gregach Χίμαιρα/Khímaira, an anv a veze graet eus ur c'havr yaouank he deveze tremenet ur goañvezh (χεῖμα / kheîma). Tremenet eo ar ger e latin, Chĭmæra, hag adkavet e vez en holl yezhoù latin hag en un toullad re all c'hoazh.

  1. Geriadur Ménard p. 246.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Károly Kerényi, The Heroes of the Greeks, 1959, Londres et New York: Thames and Hudson
  • Harry Thurston Peck, Harpers Dictionary of Classical Antiquities : Chimaera, 1898 ((en)
  • Lec'hienn Perseus

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.