Kergoad
Neuz
Kergoad ha Kergoed (skrivet Kergoat ha Kergoët e galleg) zo lec'hanvioù brezhonek, aet da anvioù-tiegezh.
Ar Gergoad a vez lavaret, pa gomzer eus al lec'h (ar gêr), ar C'hergoad pa gomzer eus ur gwaz.
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- e Kerne
- Ar Gergoad, kêriadenn e Kemeneven, e Bro C'hlazig, e Kerne-Izel, enni emañ ar chapel, Itron Varia ar Gergoad,
- kontadenn Yeun ar Gow, Marc'heger ar Gergoad,
- dismantroù kastell an tiegezh Kergoet, eus ar XVvet kantved, devet e 1675, e Sant-Hern,
- kastell kozh e Kloar-Fouenant.
- e Leon
- Maner ar Gergoad, e Plouedern,
- Kroaz ar Gergoad, e Plabenneg.
- Liac'hven Kergoed, e Krac'h,
- Kergoed, e Lanwelan, ma voe krogad etre an Alamaned ha paotred ar strouezh e 1944, ha savet ur monumant, monumant Kergoed.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- François Kergoat, maer Lokeored
- Jacques Kergoat (1939-1999), ganet e Brest, politikour gall
- Lukian Kergoat, kelenner brezhoneg
- Kergoët, tiegezh a orin eus Bulad-Pestivien, en o zouez :
- Sabine Kergoet, skolaerez ha kanerez festoù-noz.