[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Kevredigezh Vroadel Breizh

Eus Wikipedia
Kevredigezh Vroadel Breizh
strollad politikel
Deiziad krouiñ16 Eos 1898 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Deiziad divodañ1945 Kemmañ

Kevredigez Broadel Breiz (URB) a oa ur strollad politikel rannvroelour krouet d'ar 16 a viz Eost 1898 e Montroulez (Treger - Penn-ar-Bed) anvet Union Régionaliste Bretonne e galleg ivez.
Ar c'hentañ strollad rannvroelour a oa krouet e Breizh zo anezhañ. Mirour e oa e vennozhioù. Diskouez a reas ar youl o deus bet ul lodenn eus ar Vretoned - bourc'hizien ha tudjentil anezhe dreist-holl - da gaout ul levezon brasoc'h war dachenn an armerzh, ar velestradurezh hag ar sevenadur.

Er vodadeg diazez kentañ e Montroulez, da-heul gouelioù breizhek, ez eas Anatol ar Braz da brezidant war un dro gant Markiz an Estourbeillon. Frañsez Vallée a oa lakaet da brezidant ar gevrenn "Yezh ha lennegezh vrezhonek" asambles gant Frañsez Jaffrennou (Taldir) aet da sekretour. Loeiz Tiercelin a oa gant Charlez ar Govig hag Anatol ar Braz, unan eus izili kentañ Kevredigez Broadel Breiz. Kavout a reer e-touez an izili o deus harpet ar strollad ar gannaded Alberzh Mun, Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache, ar barzh Yann ar Fusteg, ar yezhoniour ha yezhadurour Frañsez Vallée, ar sonaozour Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray, ar c'haner Théodore Botrel, al lenneg Reun Kerviler, Guy Ropartz, Émile Hamonic ...

Evel ma oa bras pouez an noblañs hag ar gloer er strollad nevez, lod eus e izili ne'n em sentas ket en e vleud ha sevel a rejont e 1899 an Association des Bleus de Bretagne.

Yann-Vari Degignet a skriv e Mémoires d'un paysan bas-breton (embannet gant An Here) : « Bezañ zo koulskoude ar gevredigezh brudet-se anvet rannvroelour breizhat, a ya d'he ober tudjentil a saroioù du, na fell ket dezho kaout korkerien en o zouez, ar re-se a c'hwezh re fall. Lezel a reont ar reuzeudien e dorn ar bersoned hag eus ar sunerien all (…) Met ar rannvroelourien-hont, zo ar Braz, ar jezuit hag al laer zo anezhañ, prezidant warne … »[1]

Yann Fouere a voe e vesprezidant etre 1939 ha 1945. Lod eus e izili a voe ezel eus Sao Breiz, Bretoned ar France libre, adalek 1940 evit lod.

Embannet ez eus bet ur gelaouenn renet gant markiz an Estourbeillon eus 1902 da 1943. Paouez a reas da zont er-maez e-doug ar Brezel bed kentañ avat rak ar pep brasañ eus an dud a gemere perzh enni a oa war an talbenn.

Goursez Vreizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da-heul unan eus emvodoù an URB e voe krouet Goursez Vreizh d'an 31 a viz Eost 1900 e Gwengamp. Un anv-barzh a oa bet roet d'ar re o doa bet lakaet evel Barzhed gant Gorsedd Enez Vreizh hag an dud nevez deuet a voe anvet evel Barzhed (ar skrivagnerien) pe Oviz (ar re all) gant Drouiz Meur Breizh, Yann ar Fusteg. Harpañ a rae izili ar C'hoursez holl an obererezhioù a-du gant sevenadur ar vro e kevrennoù an URB, pe er C'hoursez. Evel-se e voe krouet Ti Kaniri Breiz.

Disrann e 1911

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1911, goude ma voe addilennet Régis de l'Estoureillon e-tal Jos Parker e renas hemañ diwezhañ un disrann. Ur miz goude e voe krouet e Roazhon Unvaniez Arvor a oa hec'h anv gallek hini ar Fédération régionaliste de Bretagne. Asambles gant Jos Parker, prezidant, e voe savet ar c'huzul-ren , André Mellac, Léon Le Berre, Joseph Duchauchix, Jean Choleau, Frañsez Vallée ha Loeiz Herrieu. Kavout a rae dezho e oa tudjentiled hag tud virour ar KBB o lakaat un harz d'an araokaat. Darn vras Barzhed ar Goursez ha kalz a dud o doa micherioù kefredel en em vodas er gevredigezh bolitikel nevez.


Izili brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Almanak kevredigez broadus breiz. Simon - Rennes. 1910.
  • ASSOCIATION BRETONNE ET UNION REGIONALISTE BRETONNE. Comptes rendus, procès-verbaux, mémoires. Congrès du 150e anniversaire à Rennes, 1993. Roazhon, 1994.
  1. « Il y a cependant cette fameuse société dite régionaliste bretonne, toute composée de nobles et de tonsurés, qui ne veut pas de gueux dans son sein, ceux-là sentent trop mauvais. Ils laissent ces misérables entre les mains des curés et autres exploiteurs (…) Mais ces régionalistes, dont le jésuite et voleur Le Braz est le président… » Histoire de ma vie, l'intégrale des mémoires d'un paysan bas-breton, Jean-Marie Deguignet, Speied, 2001, p. 527