Kouez
Ar c'houez zo lienaj lous pe propr peogwir emañ o paouez bezañ gwalc'het. Anv zo eus an dilhad hag al lienaj-ti (an dilhad-gwele, ar serviedennoù hag al lienaj-taol),
Gwechall e veze kannet ar c'houez gant ar c'hannerezed er poull-kannañ. Bremañ e vez gwalc'het gant an dud er gêr, alies gant ur gannerez, ur mekanik a zo er gegin pe en ur sal a-ratozh anvet ar gouezierezh. Implijet e vez lijoù hag a-wechoù dousaer. Goude e c'hall ar c'houez bezañ lakaet da sec'hiñ war un neudenn dalc'het gant gwaskoù, pe war ur sec'hadeg, pe lakaet en ur mekanik anvet sec'her-kouez, evit kaout dilhad fresk. Gallout a ra ivez bezañ feret gant ur fer war un daol-feriñ.
An dud a c'hall ivez mont d'ur c'hanndi evit gwalc'hiñ o c'houez, ul lec'h ma tleer paeañ ur sammad arc'hant evit implijout kannerezioù emgefreek bras. Stalioù zo ivez a ra war-dro ar c'houez, roet e vez ar c'houez gant tarchoù diaes dezho evit e walc'hiñ hag e feriñ.