[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Keuz (boued)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Fourmaj-laezh)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Keuzioù a bep seurt

Ar c'heuz (gerioù all : formaj ha fourmaj) a zo ur boued fardet diwar al laezh pe diwar an dienn. Meur a seurt keuz zo, hervez al laezh, ha dreist-holl hervez al loened bronnek a vager a-ratozh evit o laezh : saout, givri, deñved, kezeg, kañvaled, dremedaled, yaked, lamaed hag all.

Tostaat a reer ar ger keuz eus ar wrizienn indezeuropek kwat a dalv kement ha goiñ (latin : caseus, kembraeg : caws, kerneveureg : keus, kes). Ar ger fo(u)rmaj a zeu eus al latin formaticum (= moul) dre ar galleg kozh formage.

Fardañ keuzioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e vez fardet ar c'heuzioù gant al laezh kaouledet, met meur a zoare-ober a zo.

  • Tommet e vez al laezh kaouledet ha lakaet da c'hoiñ pe ne vez ket. Ma vez lakaet da dommañ e ya ar c'heuz da galetaat.
  • Dizourañ al laezh kaouledet a c'heller ober pe chom hep ober.
  • Tanavaat al laezh kaouledet a c'heller ober.
  • Gwaskañ al laezh kaouledet a c'heller ober.
  • Lakaat al laezh kaouledet en ur moull) a c'heller ober.

Hervez an doare-ober e c'heller fardañ :

  • keuzioù blod o zoaz (keuzioù fresk) ;
  • keuzioù kalet o zoaz ;
  • keuzioù gwasket blod o zoaz (reblochon) ;
  • keuzioù gwasket kalet o zoaz (comté) ;
  • keuzioù louedet o c'hreun ;
  • keuzioù brizh o zoaz (roquefort).

Gwelout ar pennad Keuzioù Breizh.
Un nebeud skouerioù :