[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Eugenia Osterberger

Eus Wikipedia
Eugenia Osterberger

Eugenia Osterberger
Anv Prudencia Eugenia Juana
Osterberger Luard
Ganedigezh 20 a viz Kerzu 1852
Santiago de Compostela
Banniel Galiza Galiza
Marv 8 a viz C'hwevrer 1932 (79 bloaz) Nisa
Banniel Okitania Okitania
Micher Sonaozourez
Pianoourez

Prudencia Eugenia Juana Osterberger Luard (Santiago de Compostela 20 a viz Kerzu 1852Nisa, 8 a viz C'hwevrer 1932), brudet evel Eugenia Osterberger, a oa ur sonaozourez ha pianoourez c'halizat da vare ar romantelouriezh.

Merc'h e oa d'ur vaouez eus A Coruña ha d'un engraver elzasat.
Abred e diskouezas bout dedennet gant ar sonerezh, ha plac'hig e oa c'hoazh pa zeskas seniñ ar piano. E 1879, bloavezhioù goude he distro eus ur stummadur e Bro-C'hall, e timezas gant an ijinour gall François Saunier Goubard – abaoe an dimeziñ-se e voe graet Eugène Saunier ha Madame Saunier anezhi e Bro-C'hall – hag en em stalias e kêr A Coruña. Eno e chomas e darempred gant pennoù meur sonerezh hec'h amzer ha gant re al lennegezh evel ar skrivagnerez Emilia Pardo Bazán (1851-1921).
Emezelañ a reas er gevredigezh Sociedad del Folklore Gallego, bet diazezet e 1881 hag a voe kavell ar Real Academia Galega. A-drugarez d'he labour war dachenn ar sonerezh e voe anvet Eugenia da ezel en Academia diouzhtu pa voe krouet e 1906.
E 1908 e kuitaas Galiza gant he ziegezh da vont da Nisa, ma chomas betek he marv e 1932.

Dianav eo chomet an darn vrasañ eus hec'h oberennoù embannet gant ar soner Canuto Berea Rodríguez en A Coruña, gant F. Laurens e Pariz ha gant an ti-embann Benito Zozaya ha Casa Dotesio e Madrid. Oberennoù evit ar piano hepken pe evit piano ha mouezh eo an nebeud reoù anavezet digant ar sonaozourez a Gompostela. Ouzhpenn he labour war ar sonerezh e kemeras perzh e meur a luskad evit kas sevenadur Galiza war-raok[1].

Kelenn ar sonerezh a reas ivez – p'edo o chom en A Coruña da nebeutañ : unan eus he skoliadezed e voe Pilar Castillo Sánchez (1895-1942), anezhi ur sonaozourez ha pianourez anavet el live etrebroadel[2].

Chapel Corticela e Santiago de Compostela, ma voe badezet ha ma timezas Eugenia Osterberger

Yaouankiz ha stummadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Santiago de Compostela e voe ganet Prudencia Eugenia Juana Osterberger Luard d'an 20 a viz Kerzu 1852, hag antronoz e voe badezet e chapel Corticela an iliz-veur.
He zad, an Elzasad Georges Osterberger, a oa brudet evel engraver ha maendreser ; deuet e oa da gêr A Coruña evit labourat gant an orfebour, engraver ha luc'hskeudenner suis Henri Luard Falconier. Diwezhatoc'h e timezas gant Emilia, anezhi merc'h Falconier hag e wreg Bernarda Álvarez Gondovia ; Emilia Luard Álvarez e voe mamm Eugenia Osterberger.
Pa voe desavet en un endro liesvroadek hag arzel e c'hallas Eugenia kaout ur stummadur speredel hag arzel klokoc'h eget na veze roet da verc'hed ar mare. Abred e tiskouezas bout dedennet-bras gant ar sonerezh, petra bennak ma ne ouzer ket gwall vat a-zivout he stummadur kentañ hag a c'hoarvezas en he c'hêr c'henidik ; a-raok he navet bloaz he devoe he fiano kentañ, bet prenet gant hec'h eontr Justo Luard e stal Canuto Berea e voe he fourvezer skridoù-sonerezh adal neuze. Gant Mariano Tafall, anezhañ ograouer iliz-veur Santiago de Compostela, e voe levezonet Eugenia evit dibab he benveg, hep mar ebet ; hennezh a oa bet o kelenn dezhi marteze, met dre studiañ ar c'henskriverezh etre Canuto Berea hag ur soner anvet Manuel Martí e c'heller dezastum e voe hennezh he c'helenner d'ar mare ma voe barrek a-walc'h ar plac'hig evit ma postje he zud ur sammad bras a arc'hant evit prenañ ar benveg.

Bloavezhioù diwezhatoc'h e voe kaset Eugenia da studiañ e Juilly (Seine-et-Marne), ma oa bet addigoret gant an abad Bautain ur skol serr abaoe 1638 ; eno e oa ur skolaj evit ar merc'hed, renet gant leanezed eus an urzh anvet Les Dames de Saint-Louis. A-drugarez d'he stummadur gallek e c'hallas gounez he bara dre reiñ kentelioù galleg ha sonerez, hep ma vije ret dezhi dimeziñ.

Kelennerez war ar galleg hag ar sonerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bruderezh evit Eugenia Osterberger
El Diario de Siantiago, 19/10/1875

A-drugarez da genskriverezh Canuto Berea e ouzer e tistroas Eugenia da C'haliza e 1874, ma vevas e ti he zud ha ma prenas skridoù-sonerezh. Sonerez a-vicher e voe-hi, ha kelennerez war ar galleg ivez. War ar gazetenn El Diario de Santiago deiziadet 19 a viz Here 1875 e c'helled lenn :

Srta. D.a Eugenia Osterberger, profesora titulada en París, abre el 1.° de Nobiembre próximo, un CURSO DE FRANCÉS para Señoritas; Rua Nueva núm.4
« An Dimezell Eugenia Osterberger, kelennerez diplomet e Pariz, a zigor d'ar 1 a viz Du o tont, KENTELIOÙ GALLEG evit an Dimezelled; Straed Nevez niv. 4 »

War an hevelep pajenn e voe meneget perzhioù all Eugenia :

La señorita doña Eugenia Osterberger abre de nuevo en su casa Rúa Nova núm. 4, la enseñanza del idioma francés.
En el lugar correspondente verán nuestros lectores el anuncio, y no tememos pecar de oficiosos al recomendar las especiales circunstancias que para la enseñanza reúne tan simpática como ilustrada señorita, que á la par es una escelente profesora de piano.

« A-nevez e tigor an Dimezell Eugenia Osterberger kelennadurezh ar galleg en he zi, Straed Nevez niv. 4.
El lec'h-se e welo hol lennerien ar gemennadenn, ha ne vimp ket re hastek oc'h erbediñ an endro dibar aozet evit ar c'helenn gant un dimezell ken hegarat ha brudet, hag a zo a hent all ur gelennerez dibar war ar piano. »

Rúa Nova e Santiago de Compostela, m'edo ti ar re Osterberger

Gwirheñvel eo koulskoude ne oa ket mennet da gelenn galleg hepmuiken, pa roe kentelioù piano ivez ha pa oa dizalc'h a-fed arc'hant.

En he lizheroù da Ganuto Berea e reas meneg eus he yec'hed dister. En ul lizher dizeiziad, bet skrivet en hañv 1875 hep mar, e kemennas ne c'hellje ket mont da A Coruña er bloaz-se a-c'houde bout bet klañv-bras er goañv, an abeg ma voe erbedet dezhi gant ar vezeien mont d'ar maezioù ha ma'z eas da Vetanzos. El lizher-se e c'heller muzuliañ he darempred don gant ar sonerezh, na oa ket eviti nemet un diverr-amzer pa c'houlennas ur piano feurmet : a-du e savas gant ar priz, ma vije kaset buan dezhi rak « heptañ e choman hag e chomin bepred ur c'horf diene, ur spered dianal ».
En hevelep lizher ivez e venegas teir oberenn edo oc'h aozañ hag a gasje pa vijent echuet : ur sonadenn, un impromptu hag un terceto.
A-hed he buhez he devoe Eugenia kudennoù gant he yec'hed. En ul lizher bet skrivet e 1878, da Ganuto Berea bepred, e c'houlennas adarre ur piano da feurmiñ e-pad he chomadenn e Carballo m'edo en ur c'hurdi. Moarvat e voe berr an arc'hant ganti er bloaz-se, pa zisplegas en ul lizher all da Ganuto Berea ne roje ket kentelioù ; ne ouzer ket petore kleñved a c'houzañve, met en ul eil lizher ma c'houlenne ur piano nevez evit he chomadenn e Carballo e kemmennas :

(...) estos días sin poder salir de casa por tener una especie de tumor en el lado izquierdo que no me deja salir al campo a gozar de la libertad.
« (...) en deizioù-mañ hep gallout mont er-maez eus an ti en abeg d'un doare yoc'henn er c'hostez kleiz ha na'm lez ket da vont war ar maezioù evit en em vataat eus ar frankiz. »

Dimeziñ ha dilojañ da A Coruña

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Canuto Berea Rodríguez

D'an 20 a viz Here 1879, daou viz kent he 27 vet deiz-ha-bloaz ha yac'haet a-galz, e timezas Eugenia Osterberger e Santiago de Compostela gant an ijinour gall François Saunier Goubard, hag a oa o labourat el labouradeg gaz e karter Agros de Carreira e Compostela. Nebeud war-lerc'h, e 1880, e tilojas ar c'houblad da A Coruña ma voe anvet François da rener al labouradeg gaz. En hevelep bloavezh e voe ganet Jorge, ar mab henañ. E marilhoù an ti-kêr, war linenn micher ar vamm, e lenner "en ti" pe "hini ebet" evel ma c'hoarveze alies gant ar maouezed dimezet, petra bennak ma'z eus meur a vunud hag a ziskouez e kendalc'has Eugenia da gelenn ar sonerezh d'un nebeud skolidi ouzhpenn d'e mibien.

E-pad ma vevas en A Coruña e voe graet stad vat eus Eugenia Osterberger gant bourc'hizien kêr, ken en abeg da staelad he gwaz, da lorc'hañs tiegezh he mamm ha d'he berzhioù-hi war tachennoù an arzoù hag ar sevenadur. Oberiant e voe ar sonaozourez e buhez sevenadurel ha kevredigezhel kêr, ha daremprediñ a reas an tiegezhioù gallek a oa staliet eno.
Etre 1890 ha 1900 e voe anvet he fried da veskoñsul Rusia, ar pezh a ledanaas kelc'hiad o mignoned dre zegemer en o zi izili ar goñsuliezh en A Coruña.

Ar c'houblad Osterberger a gemeras perzh en oberennoù karitezel dre roadoù arc'hantel ha traezoù a lakaent e sav-taol. Eugenia a ouestlas amzer da oberiantizoù araokadour evel ar c'hreizennoù evit ar skolioù – ar pezh a c'heller lakaat war kont he desevel-hi ha metoù he ziegezh, pa oa frañmasoned eus he zad-kozh a-berzh mamm, eus he fried hag eus breur hennezh. Evit gwir, pa zivizas kêr A Coruña sevel ur Padroado das Colonias Escolares ("Kuzul Kreizennoù ar Skolioù") e 1903 e voe anvet Eugenia Osterberger da sekretourez.

Buhez-buhezek e veze A Coruña a-fed sonerezh d'ar mare-se, pa zegemere ingal strolladoù opera italian ha pa veve meur a sonaozour enni, en o zouez Pascual Veiga hag a grouas El Orfeón Coruñés, pe c'hoazh Canuto Berea e-unan. Kement-se a vroudas Eugenia, na baouezas biskoazh da seniñ ha da sonaozañ, hogen he staliad ha kendivizadoù kevredigezhel ar mare a vire ouzh he sonerezh da guitaat kelc'hiad he ziegezh pe he mignoned, ha peogwir e veze lakaet ar sonaozañ da vicher ur gwaz e veze sellet evel dizereat embann oberennoù ur vaouez.

Sofía Casanova

Koulz Eugenia hag he gwaz a voe oberiant el Liga Gallega, ur strollad politikel broadelour bet krouet e 1897 ; en o zi e voe lidet e 1898 anvadur ar gazetennerez, skrivagnerez ha barzhez Sofía Casanova da ezel a enor. Nebeud goude an darvoud, ar Revista Gallega a gontas perzh Eugenia Osterberger el lid gant he fiano hag he mouezh :

(...) Para que la visita resultase una grata velada se rogó a Madame Eugènie O. de Saunier, que es una excelente pianista, que ejecutase alguna composición suya, y esta tocó una inspirada Muiñeira y cantó acompañándose al piano una hermosa melodía titulada Adiós a Galicia, de cuyas composiciones es autora.
La esmerada ejecución de Mme. Saunier y el gusto con que emite su linda voz, le valieron entusiastas y sinceros aplausos, no debidos a la cortesía, sino al indiscutible mérito de tan competente profesora, que más de una vez ha sido objeto de espontáneas ovaciones.

« (...) Evit ma vije plijus ar weladenn e voe goulennet digant an itron Eugénie O. de Saunier, hag a zo ur biaonourez dibar, seniñ lod eus he oberennoù, ha sonet he deus ur muñeira awenet ha kanet he deus en ur seniñ ar piano ur vrav a gerzenn anvet Adiós a Galicia, bet savet ganti.
He c'hoariadenn aketus hag ar blijadur a laka en he mouezh kaer o deus degaset d'an itron Saunier ur stlakadeg entanet ha gwirion, n'eo ket dre gourtezi, hogen dre zellid direndael ur gelennerez ker barrek, hag he deus meur a vech resevet youadegoù emdarzh. »

Dre anvioù an oberennoù meneget e c'heller meizañ e oa angoulet ar sonaozourez evit sonerezh hengounel Galiza.
E 1898 ivez e dedias dezhi Sofía Casanova he barzhoneg Al fondear en la Coruña la Escuadra francesa, gant ar meneg-mañ :

A Mme. Eugénie Saunier, inspirada autora de la melodía Adiós, Galicia.
« D'an itron Eugénie Saunier, aozerez awenet ar gerzenn Adiós a Galicia. »

Eugenia Ostenberger a gendalc'has da sonaozañ er c'hantved nevez, hec'h oberennoù o vout skignet e broioù evel Arc'hantina : eno, e miz Kerzu 1907, ar gelaouenn Región Galaica e Buenos Aires he zrugarekaas evit bout kaset 25 skouerenn eus he oberenn Cantigas y melodías gallegas, dediet da Greizenn C'halizek Buenos-Aires, kevret gant oberennoù all evel ur Muiñeira hag ur Melodía Gallega.
Kenderc'hel da gelenn a reas ivez, pa ouzer dre ar c'hazetennoù e voe Pilar Castillo Sánchez unan eus he skoliadezed er mare-se.

Da nebeutañ er bloavezhioù diwezhañ a dremenas en A Coruña e veze kustum ar c'houblad da aozañ emvodoù en o zi ma veze dalc'het kaozeadennoù, lennet barzhonegoù ha sonet. Brudet e veze an emvodoù-se e gwask ar mare, ha pennadurezhioù a gemere perzh, evel an tenor Ignacio Varela.

An testeni diwezhañ eus bezañs Eugenia Osterberger en A Coruña, deiziadet 29 a viz C'hwevrer 1908, zo ul lizher da Ganuto Berea ma verzer ur bazenn nevez e buhez ar sonaozourez, daoust d'he c'hudennoù yec'hed padus.
Goude bout kuitaet A Coruña e kendalc'has François Saunier da vout pennrener Aguas de La Coruña hag e voe ret dezhañ kenderc'hel ivez d'ober war-dro kudennoù kêr, petra bennak ma n'eus testeni ebet eus distro Eugenia d'ar gêr c'halizat e-kerzh ar bloavezhioù da heul al lizher. En diwezh e tilojas an tiegezh da Vro-C'hall, m'edo al lodenn vrasañ eus ar vibien o studiañ hag o labourat, ar vroadelezh c'hall ganto. François Saunier e-unan a asantas d'ur garg a rener en Établissements Farge e Nisa.

Dilojadeg da Nisa ha bloavezhioù diwezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1908, goude bout chomet e-pad 27 vloaz en A Coruña, Eugenia Osterberger ha François Saunier a guitaas kêr da vat hag a zilojas da Nisa e Bro-C'hall. Petra bennak ma ne gaver ket gwall galz a destenioù eus oberiantiz ar sonaozourez er gêr c'hall e ouzer ne oa ket disheñvel-bras he buhez e Nisa diouzh en hini a rene er gêr c'halizat.

Kenderc'hael a reas da ren he buhez a bried, mamm, mamm-gozh ha sonaozourez, pa skrivas oberennoù nevez ha pa gemeras perzh en oberennoù meur a sonaozour all evit a piano. Marteze ez eo e Nisa e reas anaoudegezh gant ar sonaozour a orin Ukrainat Fedir Stepanovych Yakimenko (Якименко Федір Степанович, 1876-1945), anezhañ kelenner kentañ Igor Stravinskiy, hag a zedias dezhi un oberenn evit ar piano anvet Chant printanier. Unan all eus ar sonerien a zarempredas eo an Italian Gabriel Bonincontro, a zedias dezhi e Holé! Zagala – Le plus brillant paso doble hag a gempennas evit ur pempad kerdin, ur piano hag ul laz-seniñ he fezh Mignardises he devoa aozet evit ar c'hlavisim.

Koulskoude ne voe ket aes bepred buhez an tiegezh e Nisa, rak en abeg d'ar Brezel-bed kentañ e c'houzañvas poanioù evel an darn vrasañ eus ar familhoù gall o welet o mibien hag o mibien-gaer o vont d'an talbenn.
Nebeut a-raok diwezh ar brezel, d'an 11 a viz Gwengolo 1918, e varvas François Saunier Goubard en e di d'an oad a 65 bloaz. Goude marv he fried e kendalc'has Eugenia Osterberger da vevañ e Nisa betek he marv d'an 8 a viz C'hwevrer 1932.
War hec'h akta a varv ez eo bet kontet evel Gallez, daoust dezhi bout bet ganet e Santiago de Compostela.

Ankouaet hag addizoloet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ankouaet e voe Eugenia Osterberger betek ma voe kavet dre zegouezh gant ar glaskerez Rosario Martínez Martínez anv ar sonaozourez en ur pennad diwar-benn Sofía Casanova. Adalek neuze e voulc'has un enklask hag he c'hasas da adsevel buhez ar sonaozourez ; pevarzek oberenn a voe adkavet ganti, a voe studiet ha dielfennet gant ar gerzoniourez Beatriz López Suevos. E 2013 e voe embannet al labourioù kentañ diwar-benn Eugenia Osterberger[3].

Hec'h anv-familh hag he dimeziñ gant ur Gall e voe pennabeg d'an ankounac'h-se marteze, pa vije bet techet ar studierien war ar sonerezh galizat da grediñ ne oa ket-hi eus ar vro, hogen un estrenez hag he devoa bevet e Galiza. Un abeg all a oa, hervez Rosario Martínez : ur vaouez e oa Eugenia, a rankas desevel nav bugel, ha dizereat e oa bout sonaozourez a-vicher d'ar mare-se ; evel m'er skrivas ar glaskerez :

Una muller non tiña que pintar nin que tocar música más que un pouquiño, para adornar o seu currículo e casar ben.
« Ur vaouez n'he deveze ket ezhomm da livañ pe da seniñ muioc'h eget un tammig, evit kinklañ he c'hurriculum vitae ha dimeziñ mat. »

Rosario Martínez Martínez

D'an 22 a viz Du 2017 e voe kinniget e Paraninfo Skol-veur Santiago de Compostela al levr Eugenia Osterberger – A compositora galega da Belle Époque, gant ar soprano Susana de Lorenzo o kanañ un nebeud oberennoù digant ar sonaozourez c'halizat[4]. Gant al levr e teu ur CD ma'z eus bet enrollet oberennoù Eugenia Osterberger, gant Beatriz López Suevos ouzh ar piano ha Susana de Lorenzo ouzh ar c'han, en o zouez ar c'hanoù bet aozet en A Coruña ha Le Rouet de Grand'maman (Fileuse) evit ar piano hepken.

Dianav eo an darn vrasañ eus oberennoù Eugenia Osterberger, a voe embannet gant Canuto Berea Rodríguez en A Coruña (an oberennoù binviadurel hepken), F. Laurens e Pariz hag an embannadurioù Benito Zozaya y Casa Dotesio e Madrid.
Pezhioù evit ar piano hepken ha kanaouennoù evit ar piano hag ar vouezh eo an nebeud oberennoù anavezet[5], a gaver e meur a zielldi ha levraoueg koulz e Galiza, e Spagn hag e Bro-C'hall. Un dousennadoù hepken en holl eus oberennoù Eugenia zo anavezet.

Perzh a gemeras Eugenia Osterberger er sevel ur sonerezh klasel galizat evit ar bobl, dre oberennoù evit ar piano, kanaouennoù a capella ha reoù evit mouezh ha piano. Hervez Rosario Martínez, a-live gant labourioù sonaozourien c'halizat hec'h amzer evel Chané (1856-1917) pe Xosé Baldomir (1865-1947) eo oberennoù Osterberger, hag uheloc'h zoken eget re Chané e-unan pe re Xoán Montes (1840-1899) – peogwir e save-hi « sonerezh e doareoù all europatoc'h eget na raent-i », eme ar glaskerez.
Mennet e oa Eugenia Osterberger, evel ar soaozourien c'halizat, da adkavout ha kas war-raok sevenadur Galiza dre e lakaat a-live gant luskoù europat hec'h amzer. « Aspiaouañ a rejont an danvez henvroat, hon hini, hogen en ur sevenadur hag a zeu eus ar romantelouriezh », eme Rosario Martínez. Awenet eo sonerezh ar sonaozourez c'halizat gant an doareoù a veze diouzh ar c'hiz en Europa, ha gouzout a reas drezo adkavout ha lakaat e pozioù he c'hanaouennoù gwrizioù poblek ha hengounel Galiza.

Oberennoù evit ar piano hepken

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'edo o chom en A Coruña e savas hec'h oberennoù evit ar piano hepken ; evit bout sonet en ti e voent aozet, setu e c'hallont bout sonet gant amatourien. En o zouez ez eus dañsoù poblek ha pezhioù doareet (nozkanoù, balladennoù, impromptus, luskellerezioù hag all).

Teir valsenn da nebeutañ a voe savet gant E. Osterberger : Lucia, Les Hirondelles hag Insinuante. O-zeir a grog dre ventadoù gorrek kent reiñ lec'h d'ar valsenn, hogen en hini gentañ e tibabas ar sonaozourez meur a lusk, en Hirondelles e pouezas war ar gerzenn hag Insinuante a skrivas evel ur valse-Boston, ar pezh a ziskouez e ouie diouzh gizioù hec'h amzer.

E Le Rouet de Grand'maman (Fileuse)[6] e c'heller klevout levezon div oberenn hag a veze brudet-bras en XIXvet kantved : lied Franz Schubert, Gretchen am Spinnrade ("Dimezell ouzh ar c'harr-nezañ") hag an tenergan diboz La Fileuse gant Felix Mendelssohn. Evel en daou bezh-se, e Fileuse E. Osterberger e klever ar c'harr-nezañ o treiñ dibaouez dre c'hoari ar c'hrogennoù gant an dorn kleiz, tra ma vez aroueziet ar rod o kas al lusk dre notenn gentañ boud ha hir pep mentad.
Levezon an daou sonaozour meur a glever ivez en he Méditation (Nocturne), ma tibabas un eilerezh heñvelson evit lakaat ar gerzenn da dalvezout, evel ma reas Frédéric Chopin en e Nocturnes.

He fezh Pavana Louis XIII, he devoa aozet evit ar piano hepken, a voe kempennet evit ul laz-seniñ ; en doare-se end-eeun e voe sonet alies, petra bennak ma n'ouzer ket ha ganti e voe kempennet pe gant Ricardo Quiroga, anezhañ penn al laz Banda do Rexemento de Isabel a Católica ; gantañ e voe sonet ar pezh e kensonadegoù dre ziv wech da nebeutañ e 1907.

Eus chomadenn Eugenia Osterberger e Bro-C'hall ne voe adkavet nemet daou bezh e 2017 : Zingha-Bandi, danse hindoue pour piano ha Danse Jacquelinette.

Oberennoù evit ar vouezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En he labour evit ar vouezh e tiskouezas ar sonaozourez bout troet gant ar varzhoniezh lourennek ha nesaelour, a-stur gant lennegezh ar romantelouriezh.
Boaz e oa-hi da sevel ar pezhioù-se gant piano ha mouezh a bep eil, hervez an heuliad : rakc'hoari - kan - etrec'hoari - kan - etrec'hoari - kan - dianc'hoari.

Pezhioù italianek ha gallek

Galizek eo al lodenn vrasañ eus pezhioù E. Osterberger evit ar vouezh, petra bennak ma'z eus ivez div ganaouenn italianek ha reoù gallek. E-kerzh e chomadenn en A Coruña hepken e savas daou bezh ha ne glotont ket gant doare ar gerzenn c'halizek, pa'z int italianek : M'ami dicesti[7] hag Ove sei?. Un aria eo an hini kentañ, par da re a ganed en XIXvet kantved, tra ma hañval an eil bout levezonet gant hengoun ar c'han italianek deveret diouzh aozerien evel Francesco Paolo Tosti (1846-1916).

E-touez he fezhioù gallek emañ Les Roses de Saadi, Amour est mort !, Simple Histoire (o-zri bet aozet e Pariz, 1922) ha Solitude, mélodie romantique (Paríz, 1923). Kempleshoc'h eo klotadouriezh Les Roses de Saadi eget en oberennoù a savas en A Coruña. Diwar ur varzhoneg gant André Rastier, pried he merc'h Rosina, e voe aozet Amour est mort !, sinet "E. Saunier"[8] ; kemmañ a ra toniadur ar vouezh bewech ma kan « Amour est mort ! ». Simple Histoire zo ur gerzenn dediet da Rosina ; romantelour eo ar stumm, pa vez pouezusoc'h ar pozioù hag ar c'han ennañ eget an eilerezh.

Kerzennoù galizek

Ken meulet ha dastaolet e voe doare ar gerzenn c'halizek, a vije bet levezonet gant al lied alaman hag ar gerzenn c'hallek, ma'z eo dioutañ e teuas an darn vrasañ eus brud kempredidi Eugenia Osterberger, na voe ket un nemedenn pa savas un niver bras a bezhioù en doare-se. Canuto Berea e voe pennembanner ar c'herzennoù galizek, hogen biskoazh ne embannas pezhioù galizek digant Eugenia.
E 2017 e voe kavet peder eus he c'herzennoù, ha peder all en he dastumad Cántigas y Melodías Gallegas m'he devoa lakaet sonerezh war peder kanaouenn boblek all.

Eeun peurliesañ e vez an eilerezh e pezhioù galizek ar sonaozourez, evel e Ausencia – Melodía gallega ("Ezvezañs – Kerzenn c'halizek") ma son evel kornboud ur gaita[9] Alies e skrivas er ventadurezh 6/8, a glever en Ausencia, en Adiós a Galicia[10]. pe e Neve. Un dezverk all eo an implij stank eus al lusk galizat-rik "krogenn biket - hantergrogenn - krogenn" a glever en Adiós a Galicia hag e Neve c'hoazh. E Cántigas y Melodías Gallegas e vez bepred ur rakc'hoari ouzh ar piano ma klaskas ar sonaozourez sonioù eus ar sonerezh galizat hengounel evel ar c'hornboud, ar c'hriadennoùigoù pe ar frzennoù kerzennel hengounel. Hevelep rakc'hoari a glever ivez en Neve, ma'z eo e doare unton ur c'hantilen evit pouezañ war gravder ar pezh.
Ker pouezus e oa an doare ma voe skrivet a-zivout embannadur Adiós a Galicia er gazetenn spagnat El País d'ar 14 a viz Du 1899 :

Adiós a Galicia – La inspirada compositora Dna E. Saunier, acaba de publicar una melodía titulada “Adiós Galicia”.
Los que conocen la nueva producción de la notable artista hacen grandes elogios de ella, lo cual no es de estrañar tratándose de la Sra. Saunier tan ventajosamente conocida en España.
La obra está editada con lujo por la casa Zozaya.
« 
Adiós a Galicia – Emañ ar sonaozourez awenet Doña E. Saunier o paouez embann ur gerzenn anvet Adiós a Galicia.
Meulet-bras e vez labour nevez an arzourez heverk gant ar re en anavez, ar pezh n'eo ket souezhus pa vez kaoz eus an itron Saunier ken brudet mat e Spagn.
Gant pompad ez eo bet embannet an oberenn gant an ti Zozaya. »

Adiós a Galicia, gant komzoù ar barzh ha mezeg Manuel Lois Vázquez (1868-1899) eo hiziv kan ofisiel Maside, e proviñs Ourense.

T'amo, ur pezh divyezhek

T'amo ("Da garout a ran") zo un oberenn evit ar piano hag ar vouezh, m kemers ar sonaozourez ur skrid spagnolek digant ar barzh spagnat José Zotillas (1817-1893), tennet eus Gnomos y Mujeres ("Teuzigoù ha Maouezed", 1886)[11]. En eil rann eus e labour (Mujeres) e krod dre arguzenniñ e gwerzennoù evit sevel a-du gant dinded ar maouezed hag e kendalc'h gant ur stirad barzhonegoù gouestlet da veur a vaouez, Yo te amo en o zouez. Eugenia Osterberger a droas ar skrid e galleg, marteze evit e brofañ d'ar vaouez e oa bet dediet ar varzhoneg dezhi : an itron de Servoules, gwreg Louis Richaud de Servoules, beskoñsul bet kaset da A Coruña e miz Here 1855.

War golo ar skrid-sonerezh, a voe kavet e Levraoueg Kastilha ha León, e lenner e voe embannet al labour en A Coruña d'ar 15 a viz Ebrel 1886, hag a zivout an amzer verr a oa bet etre embannadur ar varzhoneg ha hini ar sonerezh, a zeuas er gouloù e Madrid en hevelep bloavezh.

An oberenn anvet Romance zo savet gant dazc'hoarioù piano etre an teir rann. Piano ha mouezh zo e pep rann, gant ur poz gallek hag unan spagnolek, evit bout kanet evel skrivet pe gant ar skrid gallek war-lerc'h an hini spagnolek.

Sonerezh kambr

Ur pezh sonerezh kambr hepken digant Eugenia Osterberger zo bet kavet e 2017 : Mélodie Espagnole (Sentimentale), bet skrivet evit ar piano hag ar c'haolviolin. Douetus eo e skrivas muuioc'h koulskoude, pa lenner en he lizheroù kaset eus Betanzos da Ganuto Berea menegoù eus oberennoù all he devoa kaset evit ma rofe ar sonaozer e lai diwar o fenn :

En cuanto estén listas una sonata, un impromptu e un terceto, de mi composición, pienso mandar a Vd. una prueba de manuscrito contando sobre su indulgencia, y deseando su parecer.
« Kerkent ha prest ur sonadenn, un impromptu hag un terceto bet savet ganin ez on mennet da gas un amprouenn deoc'h, en ur gontañ war ho trugarez hag o c'houlenn hoc'h ali. »

Hini ebet eus an tri fezh-se n'eo bet adkavet.

Ur pezh berr eo Mélodie Espagnole (Sentimentale), peder fajenn evit ar piano hag ar c'hourvioloñs, bet skrivet en A Coruña e 1890 hag embannet gant ar sonaozourez hec'h-unan marteze, pa n'eus embanner ebet meneget. Dediet eo d'un ao. Tondu, a c'hellfe bout un embanner gall hag a grogas gant ar vicher e 1854 goude bout skrivet e 1853 un hentenn treuzlec'hiadur a vije bet anavezet gant Eugenia pa oa gant he stummadur e Bro-C'hall.

Eugenia Osterberger hag intelligentsia hec'h amzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emilia Pardo Bazán e 1896

Darempredoù he deveze Eugenia Osterberger koulz gant sonaozourien c'halizat pennañ hec'h amzer ha gant skrivagnerien evel Emilia Pardo Bazán (1851-1921). En A Coruña e dibenn an XIXvet kantved edo kalz tud a-bouez prederiet gant gwarediñ yezh ha hengoun Galiza. Perzh a gemeras Eugenia Osterberger el luskad-se, pa savas pezhioù awenet gant barzhonegoù digant perzhidi c'halizek all. En diwezh ez emezelas er gevredigezh Sociedad del Folklore Gallego, kadoried gant Emilia Pardo Bazán. En abeg d'e degasadennoù war tachenn ar sonerezh e voe anvet da ezel eus ar Real Academia Gallega pa voe diazezet e 1906.

E darempred e voe ivez gant ar skrivagnerez ha kazetennerez Sofía Casanova, a zedias dezhi he barzhoneg Al fondear en la Coruña la Escuadra francesa, hag a genskrive ganti. Marteze e kasas ar skrivagnerez skridoù-sonerezh digant E. Osterberger ha sonaozourien c'halek all ganti evit skignañ o oberennoù e Polonia, ma voent sonet gant he breur-kaer Josef Lutosławski, anezhañ tad ar sonaozour brudet Witold Lutosławski (1913-1994).
Marteze e voe ivez e darempred gant ar skrivagnerez Filomena Dato (1856-1926), eus Ourense, anezhi ur vignonez tost da Sofía Casanova ; gant unan eus barzhonegoùFilomena e voe awenet Eugenia evit he c'herzenn c'halizek Neve.

Dre hec'h oberiantiz el Liga Gallega e chomas ivez e darempred gant pennadurezhioù ar Rexurdimento[12] evel Manuel Murguía (1833-1923), Eduardo Pondal (1835-1917) pe Andrés Martínez Salazar (1846-1923) – o-zri a voe e ti ar re Saunier da geñver abadenn kimiadiñ Sofía Casanova e 1938, ma profjont ur parch arzel dezhi a-raok ma kuitaje-hi Galiza da vont da chom e Polonia.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (es) Beatriz López-Suevos Hernández & María del Rosario Martínez Martínez : Eugenia Osterberger (Mme. Saunier) – Una aportación femenina a la creación musical gallega, Asociación Cultural de Estudios Históricos de Galicia, n°9, pp. 151–232, 2013 – ISSN 188-6349
  • (gl) Beatriz López-Suevos Hernández & María del Rosario Martínez Martínez : Eugenia Osterberger – A compositora galega da Belle Époque (1852-1932), Ouvirmos, Ourense, 2017 (ISBN 978-84-944008-6-5)
  1. (gl) Xunta de Galicia
  2. (gl) Cultura Gallega
  3. (gl) Praza Pública, 06/06/2017
  4. (es) La Voz de Galicia, 23/11/2017
  5. (es) Mundo Clásico, 24/04/2014
  6. Opus 148.
  7. Opus 158.
  8. (fr) Gallica
  9. Ar binioù galizat hag astur.
  10. E 3/4 emañ kreiz ar gerzenn koulskoude.
  11. (es) Bibliotheca Digital de Castilla y León
  12. An Emsav galizek, al luskad evit aspiaouañ yezh ha sevenadur Galiza, bet boulc'het e kreiz an XIXvet kantved gant an istorour Manuel Murguía e 1863.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.