[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Elena Troia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Elena Sparta)
Elena Troia gant Evelyn De Morgan, 1898

Helena[1], pe Elena (Ἑλένη, Helénē e henc'hresianeg), pe Elena Troia, pe Elen a Gerdroia (diwar unan eus hec'h anvioù kembraek), a oa merc'h da Zeus ha Leda. C'hoar e oa da Gastor ha Polideukes, ha da Glitaimnestra. Brudet e oa da vezañ kaerañ maouez ar vro en hec'h amzer. Dimeziñ a reas da Venelaos, roue Sparta. Skrapet e voe gant Paris, ha diwar an taol-se eo e c'hoarvezas Brezel Troia. Abalamour da se e vez laret Elena Troia anezhi, met Elena Sparta e oa e gwirionez.

Meur a vartezeadenn zo bet diwar-benn gerdarzh an anv-mañ. Ma'z eo a orin indezeuropek, e c'hallfe dont eus ar wrizienn *wel- "treiñ, rollañ"[2] pe "goleiñ, gronnañ" (keñveriañ gant Varouna, Veles), peotramant eus *sel- "berañ, diverañ, redek". Gallout a rafed tostaat hec'h anv ivez eus anv sañskritek Saraniou zo skrapet er Rigveda (10.17.2), ar pezh a ziskouezfe marteze o defe an div vojenn ar memes orin indezeuropek.

An anv Hellen n'eo ket kar tamm ebet d'an anv Hellened a dalvez da envel ar C'hresianed ivez, evel ma vez lavaret a-wezhioù. Dont a ra an anv eus ar wrizienn *sed- "azezañ, annezañ"). Latinekaet eo bet hec'h anv, ma'z eo deuet da vout Elena.


Orin ha yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Theseüs o skrapañ Elena, gant Polignotos war-dro 430420 kent J.-K., Mirdi broadel arkeologiezh Aten.
Skrapadenn Elena, livet gant Francesco Primaticcio (war-dro 1530-1539).

Leda, gwreg Tindareos, roue Sparta, he doa bet pevar bugel, ar c'hevelled Kastor ha Polideukes, Klitaimnestra hag Elena. Met Elena ha Polideukes a oa bugale Zeus e gwirionez. Hervez unan eus stummoù ar vojenn-se e tiskennas an doue betek Leda dindan stumm un alarc'h hag e tozvas ur vi a ziflukas dioutañ e zaou vugel hag un all a ziflukas dioutañ Klitaimnestra ha Kastor, bugale Tindareos.

Dreist e oa kened Elena da hini ar maouezed all ha skrapet e voe gant Theseüs a gasas anezhi betek Attika pa oa yaouankik c'hoazh. Met e-keit ma oa aet Theseüs d'an Ifernioù e teuas he breudeur war he sikour hag e kasjont anezhi da Sparta war un dro gant Aitra, mamm Theseüs.

Ar bleustrerien ha le Tindareos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa degouezhet en oad da zimeziñ e oa goulennet gant holl dierned Bro-C'hres (gwelet izeloc'h) a zeuas gant profoù kaer da Sparta. Ne c'halle Tindareos kemer hini eus o frofoù na kas hini eus ar bleustrerien diwar-dro gant aon rak feukañ anezhe ha reiñ un abeg dezhe da zisklêriañ ar brezel. Kinnig a reas Odysseüs un diskoulm dezhañ gant ma skoazellje anezhañ d'ober al lez da Benelope, merc'h da Ikarios. Asantiñ a reas Tindareos hag Odysseüs a lavaras dezhañ aberzhiñ ur marc'h ha lakaat ar bleustrerien da vont pep hini d'e dro, war kroc'hen al loen-kezeg evit touiñ ul le bras kent na vefe disklêriet an disentez : forzh pehini a vefe choazet evit eureudiñ da Elena e rofe an holl o ger da zont war e sikour betek-gouzout e klaskfe unan bennak kemer e wreg digantañ.


Roll ar bleustrerien hervez ar skrivagnerien
Apollodoros
(Bib., III, 10, 8)
Hesiodos
(Kat., frg. 68)
Hyginus
(Moj., LXXXI, XCVII)
Agapenor Agapenor
Ajas mab Oileos Ajas mab Oileos
Ajas mab Telamonios Ajas mab Telamonios Ajas mab Telamonios
Alkmaion
Amfiloc'hos Amfiloc'hos
Amfimac'hos Amfimac'hos
Ankaios
Antiloc'hos Antiloc'hos
Askalafos Askalafos
Blaniros
Clitios mab Euritos
Diomedes Diomedes
Elefenor Elefenor Elefenor
Epistrofos
Eumelos Eumelos
Euripiles Euripiles
Ialmenos
Idomeneüs Idomeneüs
Leitos
Leonteus Leonteus
Likomedes
Mac'haon Mac'haon
Meges Meges
Menelaos Menelaos Menelaos
Menesteüs Menesteüs Menesteüs
Meriones
Nireus
Patrokles Patrokles
Peneleos Peneleos
Femios
Fidipos
Filoktetes Filoktetes Filoktetes
Podaleirios Podaleirios
Odysseüs Odysseüs Odysseüs
Skrapadenn Elena, gant Guido Reni (1631, ul lodenn eus al livadur)

Hervez ar mojennoù e vije bet choazet ar bravañ eus ar briñsed gant Elena hec'h-unan daoust ma ne oa ket an hini bourraplañ. Hervez danevelloù all e vije bet kemeret an diviz gant Tindareos a choazas an hini a oa ar pinvidikañ ha n'eo ket an hini a blije ar muiañ d'e verc'h. Dimeziñ a reas Elena gant Menelaos hag ur verc'h a c'hanas : Hermione. E-keit ha ma oa aet da Enez-Kreta e tegouezhas ar priñs Paris e Sparta. Hervez lod eus an danevelloù en dije desevet anezhi hag hervez lod all en dije he skrapet d'he c'has gantañ da Droia. Goude e zistro e savas Menelaos hag e vreur Agamemnon un arme da vont da gerc'hat Elena da Droia gant sikour ar bleustrerien all.


Hervez ar barzh Stesikoros (VIet kantved kent J.-K.)) e vije bet kaset Elena da roue Egipt, Proteüs e anv, da vezañ dalc'het e surentez e-doug beaj he fried ha ne vije bet lezet ken ur spes heñvel outi e Sparta gant Zeus hag Hera. Hennezh en dije kaset Paris d'ar gêr o reiñ e-giz-se un abeg evit brezel Troia a oa bet divizet gant Zeus evit bihanaat drougiezh ha niver an dud. Goude ar brezel en dije adkavet Menelaos e wreg en Egipt ha kaset anezhi d'ar gêr.


En Ilias, emañ Elena en un degouezh reuzus. Rediet eo gant Afrodite da vezañ maouez Paris hag e oar e laka an holl da c'houzañv abalamour d'he emzalc'h. Tamall a ra an dra-se dezhi hec'h-unan met, peurliesañ, an Droianed ne daolont ket ar garez warni ha morse, emezi, ne vez graet rebechoù outi gant Priam pe Hektor. En un arroud brudet, war mogerioù Troia, e lavar ar re gozh ouzh he gwelet emañ en tu all d'ar rebechoù abalamour d'he c'hened dispar.


En Odysseia emañ o vevañ e Sparta, graet ar peoc'h ganti hag he fried. Un den divinadellus eo-hi. Danevell a ra penaos hi hec'h-unan he deus anavezet Odysseüs e Troia, pa oa deuet dic'hizet e kêr, ha kontañ he flijadur pa lazhas ur bern Troianed. Diouzh an tu all e lavar Menelaos penaos e temptas an Akeaned kuzhet e marc'h Troia o trevezañ mouezh o gwragez, evit lakaat anezhe da zont er-maez a-raok ar c'houlz. Daoust ha ret eo gwelet amañ muioc'h evit strivoù ur vaouez a rank ober gant an hini kreñvañ?

Alioù diwar-benn Elena Troia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Menelaos oc'h adkavout Elena, lestr atikat gant tresadennoù ruz, 450-440 kent J.-K., Mirdi al Louvre


Peurliesañ ez eo garv ar skrivagnerien c'hresianek pe roman en he c'heñver. Met savet e voe meuleudioù dezhi ivez alies, gant Gorgias hag Isokrates peurgetket, rak gallout a rae ar brezegerien diskouez pegen dornet e oant o tivizout diwar-benn un danvez diaes evel hemañ.

Elena Troia en Arzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The Private Life of Helen of Troy, ur film mut.
  • Helen of Troy zo ur film skinwel a ziskouez he buhez betek drouziwezh Troia.
  • Elena a oa unan eus tud pennañ an heuliad Kolchak: The Night Stalker el lodenn anvet "The Youth Killer". Er film-se, Elena he deus bevet a-hed ar c'hantvedoù oc'h aberzhiñ tud yaouank disi d'an doueeez Hekate evit chom brav.
  • E 2004, Elena Troia a oa unan eus pennañ tud ar film Troia, hag e oa c'hoariet gant an aktourez Diane Kruger.
  1. Fostus an doktor daonet, gant Christopher Marlowe, lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon, Gwalarn ha Kannadig Gwalarn niv. 67, 1934.
  2. American Heritage® Dictionary: Indo-European roots: wel.