[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

En bro Dreger a-dreuz Parkoù

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ golo al levr

En bro Dreger a-dreuz parkoù (gizioù, boazioù, skouerioù) zo titl ul levr a zaouzek pajennad ha pevar-ugent bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e miz Ebrel 1985.

Da-heul ur rakskrid gant Pêr Denez e kaver ennañ pemp pennad brezhonek ha hanter-kant savet gant ar barzh Erwan Vertou e-tro ar bloavezh 1900. Abalamour d'e vicher a ijinour e oa bet ret dezhañ mont da labourat e-maez Breizh, d'an Havr-Nevez ha da Bariz peurgetket. Ar pezh ne viras ket outañ a skrivañ notennoù gallek hir pe hiroc'h a voe embannet gant ar gelaouenn divyezhek Kloc'hdi Breiz (Le Clocher Breton e galleg) e 1910-1911. Dreze e veze taolennet « boazioù, gizioù ha skouerioù » Tregeriz, dreist-holl reoù tud, brudet pe get, o chom e trowardroioù Pleuvihan e-lec'h ma oa bet ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1861.

♦ Ar pemp pennad ha hanter-kant ♦
  • 1. An tiegezhioù
  • 2. 'Lec'h ma vezo gwelet labour-douar an ed-du o vont da goll
  • 3. Amañ e weler un danvez-tan talvoudus
  • 4. Ar mammennoù-dour
  • 5. Droug ar roue
  • 6. An terzhiennoù
  • 7. An darouedennoù koll gwad
  • 8. Goanac'henn
  • 9. Ar c'hezeg
  • 10. Ar moc'h
  • 11. 'Enep d'al loened bulumus
  • 12. An daoulagad
  • 13. Drougoù heugus
  • 14. Ar chas klañv
  • 15. Ar vouzarded
  • 16. Ar seizadur hag ar remm
  • 17. Kentañ santual kristen ar vro
  • 18. Kleñvedoù ar c'hroc'hen
  • 19. Ar feunteunioù burzhudus
  • 20. Ar vugale c'hoantaet
  • 21. Ar strobinelloù : ar gouestl
  • 22. Ar geotenn hag a ziank an dud
  • 23. Ar vugelien-noz
  • 24. Kentañ redadeg kezeg e Sant Brieg
  • 25. Kannerezed-noz hag all
  • 26. Moc'h Marc'harid Gouronneg
  • 27. Strobinelloù
  • 28. Orezon ar binvidigezh
  • 29. An droug dent
  • 30. Ur sant ha n'ez eo ket marteze ur sant
  • 31. Ar sorserien
  • 32. Droug tennadeg ar bilhed
  • 33. An diaoul hag iliz-veur Landreger
  • 34. An teñzorioù kuzhet
  • 35. Hêrezh tramor
  • 36. Breujoù Brezih
  • 37. Ar werzoniezh er milinoù
  • 38. An danevellourien
  • 39. Ar varzhed baleerien : Yann ar Minouz
  • 40. Yann ar Gwenn
  • 41. Ar c'hoarioù er pardonioù
  • 42. Ur prestour hael
  • 43. Ar C'hont Plu
  • 44. Berthou, tamaller pobl
  • 45. Aotronez Rospidou
  • 46. En-dro d'an euredoù
  • 47. An eost hag ar wastell
  • 48. Al leurioù nevez
  • 49. Kouignaoua egin an ed
  • 50. Ar gerentiezh
  • 51. Al lesanvioù
  • 52. Falc'herien ar mor
  • 53. Person kozh Lanvilin
  • 54. Ur paourkaezh den a furnez
  • 55. Buhez Pipi Gamarad