[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Dihunamb

Eus Wikipedia
Golo niverenn 268 Dihunamb

Dihunamb! (Dihunomp !) a oa ur gelaouenn viziek e brezhoneg Gwened, a voe embannet etre 1905 ha 1944.

E miz Genver 1905 e voe moullet an niverenn gentañ en Oriant ha dont a reas er-maez betek miz Eost 1944.

Savet e voe gant Loeiz Herrieu a gavas harp buan gant un nebeud tud all evel Yann-Vari Heneu hag Andrev Mellag. Loeiz Herrieu e voe rener ar gelaouenn betek 1944.

E-barzh Dihunamb e veze kavet pennadoù a bep seurt gant ar gwellañ skrivagnerien eus Bro Gwened : kanaouennoù, krennlavarioù, sorbiennoù, kuzulioù mat evit al labourerien-douar... Dont a reas er-maez bep miz, nemet e-pad ar Brezel-bed kentañ, pa oa Loeiz Herrieu war an talbenn, e reter Bro-C'hall. 395 niverenn a voe embannet en holl ha betek 3 000 den a voe koumanantet.

Berzet e voe ar gazetenn e-pad ur prantad e 1940 gant André Bousquet, isprefed gall an Oriant.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Textes vannetais choisis dans Dihunamb, J. Le Dû ha Y. Le Berre, Studi, Roazhon
  • Dihunamb - Studiadenn war ar pennadoù embannet etre 1905 ha 1914, Daniel Carré, Hor Yezh

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]