[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Gwir Vretoned

Eus Wikipedia

Gwir Vretoned zo ur meulgan da Vreizh ha d'ar Vretoned savet gant Paotr Treoure war don Seziz Gwengamp (evit an diskan hepken) a gaver e Barzaz Breiz, hag a zo bet brudet-kenañ e Bro-Leon.

Tost e vije an ton d'ur ganaouenn gozh e kembraeg, Rhyfelgyrch Gwŷr Harlech ("Kan-bale Gwazed Harlech").

Kanet e veze er skolioù ha sonet gant ar bagadoù kentañ, gwechall dreist-holl, ha kanet e vez gant lazoù-kanañ[1],[2].

O va Breizh gant da dourioù brudet
Da vor glas ha da venezioù
Da vrug ruz ha da lann alaouret
Te zo koant dreist an holl vroioù

diskan :
Gwir Vretoned, tud a galon war-sav
Da ganañ gloar da Vreizh hor bro
Ha da ziwall teñzor he yaouankiz
Ar yezh, ar peoc'h, ar frankiz
War-sav, war-sav !
Da ganañ 'bouez-penn
Breizh da virviken, Breizh da virviken !

N'ez eus ket 'vel e-touez hor c'herreg
A dud vat seder ha nerzhus
N'ez eus ket 'vel en hor brezhoneg
Sonioù drant, gwerzhioù dudius

(diskan)

Hon tud-kozh, tud leal ha santel
Start evel an derv kalet
A ouezas mirout da Vreizh-Izel
He brud vat, he nerzh, he c'hened

(diskan)

Bretoned, savomp hor c'halonoù
Ha touomp e talc'himp atav
Da vale war roudoù hon tadoù
'Keit ha ma'z ay ar bed en-dro !

(diskan)

  • Pladenn "Kanomp Uhel", embannadur Coop Breizh

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]