[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Braveheart (film, 1995)

Eus Wikipedia
Logo ar film Braveheart

Braveheart a zo ur film istorel, brezel ha drama stadunanat, sevenet ha c'hoariet gant Mel Gibson, deuet er-maez e 1995. Kontañ a ra buhez William Wallace, ur brogarour ha brezelour skos eus an XIIIvet kantved hag a oa e penn Skosiz e-pad ar brezel a-enep ar roue saoz Edouarzh Iañ.

Ar film en deus gounezet pemp Oscar da-geñver 68vet gouel an Oscar : gwellañ skeudenn, gwellañ pintañ, gwellañ film, gwellañ frammañ ar son ha gwellañ sevener.

E fin an XIIIvet kantved e teu a-benn Edouarzh Iañ da aloubiñ Rouantelezh Bro-Skos hag e laka e holl nerzh evit mestroniañ e vro nevez dre heg. Daoust m'eo bet lazhet e dad gant ar Saozon e fell da William Wallace ren ur vuhez sioul asambles gant e wreg, Murron. Met cheñch soñj a reas pa voe drouklazhet honnezh evit bezañ skoet gant ur soudard. E penn an emsav e vo William Wallace diwar neuze...

Scott Neeson gant Mel Gibson, e-pad filmadenn Braveheart, e 1995

Evezhiadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Advouezhiet e oa bet ar film e brezhoneg e 2011 gant Dizale ha skignet war Tébéo, TébéSud ha TV Rennes 35[1].

Fichenn deknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
William Wallace

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. http://www.letelegramme.fr/ig/generales/regions/finistere/breton-braveheart-en-prime-time-sur-tebeo-21-04-2011-1276006.php?utm_source=rss_telegramme&utm_medium=rss&utm_campaign=rss&xtor=tag

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]