[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Bauhaus

Eus Wikipedia
Logo ar Bauhaus krouet e 1922 gant Oskar Schlemmer
Savadur ar Bauhaus e Dessau

Ar Bauhaus a zo un ensavadur arzoù ha micherioù bet krouet e 1919 e Weimar (Alamagn) gant Walter Gropius. Dre astenn ec’h implijer ar ger evit taolenniñ ul luskad arzoù liesseurt : savouriezh, design, luc’hskeudenniñ, dilhad ha dañs. Gant ar Bauhaus eo bet diazezet reolennoù ha prederiadennoù ar savouriezh modern ha ar stil etrebroadel. Rankout a reas ar Bauhaus serriñ e 1933 diwar atiz an Nazied, divodet e voe hag ar re a oa e penn a rankas kuitaat Alamagn. Al lod vrasañ anezho a zeas da repuiñ er Stadoù-Unanet. Ur bern arzourien gward a-raok en Europa a-bezh a zo bet desachet gant programm ar Bauhaus, en o zouez Johannes Itten, Vassily Kandinsky, Paul Klee, László Moholy-Nagy pe Marcel Breuer. Tri rener a zo bet er Bauhaus : Walter Gropius, Hannes Meyer ha Ludwig Mies van der Rohe.

Istor ar Bauhaus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Walter Gropius, krouer ha rener ar Bauhaus (1919-1928)

Dres goude ar brezel bed kentañ e voe krouet ar Bauhaus en Alamagn. Unan eus luskadoù nevezer penn-kentañ an Xxvet kantved eo. Goude bezañ roet e zilez eus renerezh skol arzoù-kinklañ (Kunstgewerbeschule) Weimar, e kinnigas Henry van de Velde (ezel eus al luskad Deutscher Werkbund) e blas da Walter Gropius[1]. Hemañ a oa bet desket gantañ e vicher gant ar savour Peter Behrens, ha kemeret en doa perzh ivez el luskad Deutscher Werkbund. Met fellout a rae dezhañ lakaat e pleustr e vennozhioù nevezer a-fet arz ha savouriezh. Pa voe embannet Republik Weimar (miz Du 1918) e kinnigas Gropius d’ar gouarnamant da c’hortoz e vefe kenteuzet skol arzoù-kinklañ hag akademiezh arzoù-kaer Weimar. D’an 12 a viz Ebrel 1919 e voe lakaet Gropius da rener ar skol, anvet d’ar mare-se Staatliches Bauhaus zu Weimar[2]. (alamaneg Bau, savadur ha Haus, ti. Bauhaus : ti ar sevel).

Walter Gropius a lakaas embann neuze manifesto ha programm ar Bauhaus. Er manifesto e lakaas war wel pal ar skol evel-henn : « Pal diwezhañ kement ober plastek a zo eo ar sevel![...] Savourien, kizellerien, livourien, dav eo deomp distreiñ d’al labour artizanel, peogwir n’eus ket eus an arz-micher. […] N’eus diforc’h pennañ ebet etre an arzour ha an artizan. […] C’hoantaomp, meizomp ha krouomp holl asambles savadur an dazont, ennañ pep tra dindan ur stumm nemetken : savouriezh, arzoù plastek ha livañ [...] »[3]


Dismantroù an Tempelherrenhaus, stal-labour Itten etre 1919 ha 1923

D’ar 1añ a viz Here 1919[4] e krogas ar c’hentelioù. A-benn lakaat e vennozhioù nevezer e pleustr e pedas Gropius arzourien vrudet : al livour Lyonel Feininger, ar c’hizeller Gerhard Marcks hag ivez al livour ha kelenner arzoù Johannes Itten. Daoust d’an diaesterioù en em gave goude ar brezel bed e teujont a-benn da aozañ o stalioù-labour.

E 1920[5], e voe lakaet da bal lakaat an arz hag an artizanelezh da dostaat an eil ouzh egile. Evit hen ober e tivizas kuzul ar vistri kas un adreizhadenn da benn : kement stal-labour a oa a voe lakaet dindan renerezh ur mestr-artizan (Werkmeister) ha hini ur mestr-arzour, e karg eus ar stummoù (Formmeister). Ouzhpenn e voe lakaet Itten da gelenner ar c’hentelioù-prientiñ, hag a zeuas da vezañ ur c’hwec’hmiziad ret. Degemeret e voe ivez al livour Georg Muche da vestr. E penn-kentañ 1921[6] e voe anvet al livourien Paul Klee hag Oskar Schlemmer da vistri, hag er goañv e voe anvet al livour Lothar Schreyer e penn rann an abadennoù.

Theo van Doesburg (ezel De Stijl) hag a oa o chom e Weimar a roas prezegennoù er Bauhaus, hag e kinnigas e oberennoù e-pad diskouezadegoù. Da-geñver an diskouezadegoù-se e rebechas an eztaoladurezh (hag a blije da Gropius) hag e luskas ar sevelerezh. Doesburg a rebechas an artizanelezh hag e pouezas diwar-benn perzh ar mekanikoù er c’hrouiñ[7]. E-kerzh 1922[8] e kemmas Gropius palioù ar Bauhaus, hag e kasas war-raok ar preder war implij doareoù an industriezh evit krouiñ. Ne oa ket a-du Itten gant an emdroadur-se, ha pellaat a reas tamm-ha-tamm. Degemeret e voe Vassily Kandinsky da vestr. E penn-kentañ 1923[9] e kuitaas Itten ar Bauhaus. En e blas e voe degemeret an arzour sevelour László Moholy-Nagy, ha lakaet e voe e karg ar stal-labour metal. Ober a reas war-dro ar c’hentelioù kent ivez. Ger-stur ar Bauhaus a voe kemmet gant Gropius, hag e teuas da vezañ : « An arz hag an teknik, un unvezh nevez »[10], padal e oa betek-henn : « N’eus diforc’h pennañ ebet etre an arzour hag an artizan». E 1924 e voe trec’het gouarnamant sokial-demokrat Land Thüringen. Fellout a rae d’ar virourien e vefe serret ar Bauhaus, hag e rannjont e tri ar yalc’had roet d’ar Bauhaus[11]. D’ar 26 a viz Kerzu 1924 ec’h embannas ar vistri e vefe divodet Bauhaus Weimar a-benn ar 1añ a viz Ebrel 1925[12]. A-benn skoazellañ ar Bauhaus e voe savet Kelc’h Mingnoned ar Bauhaus (Kreis der Freunde des Bauhauses). Er c’huzul-merañ e oa Marc Chagall, Albert Einstein ha Gerhart Hauptmann[13].

Savadur ar Bauhaus e Dessau

Pa voe divodet Bauhaus Weimar e voe kinniget d’ar Bauhaus en em staliañ e meur a gêr. Dessau a voe dibabet. E-touez an abegoù evit dibab ar gêr industriezh-se e oa an diouer a lojeris enni. Dre ma felle da Gropius e vefe implijet doareoù an industriezh evit sevel tiez e voe goulennet gantañ sevel ur gêr e Dessau-Törten[14]. Kregiñ a reas ar c’hentelioù en-dro e Dessau e miz Meurzh 1925. An holl vistri a zilojas da zDessau, nemet Gerhard Marcks. Er memes koulz e voe lakaet un nebeud mistri yaouank (Herbert Bayer pe c’hoazh Marcel Breuer) e penn stalioù-labour zo. Gropius a gemmas ar programm deskadurezh gant ar pal sikour diorren un annez modern « eus an ardivink-ti-tredan eeunañ betek an annez klok»[15]. Krennet e voe an niver a stalioù-labour da 6 ha krouet e voe ar Bauhaus GmbH, gant ar pal gwerzhañ ar produoù ha lakaat ivez ar Bauhaus da vezañ spletus a-fet armerzh[16]. Savadur ar Bauhaus a voe savet etre 1925 ha 1926[17]. Nepell e voe savet ivez tiez ar vistri, ha diwar c’houlenn an ti-kêr e savas Gropius tiez hiniennel e Dessau-Törten. Savadur ar Bauhaus a voe sevenet penn-da-benn (livaj, arrebeuri, pannelerezh...) gant stalioù-labour ar Bauhaus. D’ar 4 ha d’ar 5 a viz Kerzu 1926 e voe aozet al lid-digor. Ouzhpenn 1000[18] den pedet a zeuas, hag ouzhpenn al lid e voe aozet diskouezadegoù, sonadegoù ha pezhioù-c’hoari.

Ti ar vistri e Bauhaus Dessau

E miz Ebrel 1927[19], hag evit ar wech kentañ, e voe digoret ur rann savouriezh dindan renerezh Hannes Meyer. Al livour Georg Muche a guitaas ar Bauhaus, erlec’hiet e voe e penn ar stal-labour gwiadiñ gant Gunta Stölzl. E penn-kentañ 1928[20] ec’h embannas Gropius e tileze e bost rener evit labourat muioc’h war dachenn ar savouriezh. Kinnig a reas e teufe Hannes Meyer da vezañ rener, kemend-se a voe graet. Moholy-Nagy, Bayer ha Breuer a guitaas ivez ar Bauhaus. Meyer a gemmas kelennadurezh hag aozadur ar Bauhaus. Goulenn a reas ma vefe arc’hantusoc’h ar stalioù-labour ha ma vefe krouet produoù standart a c’hallfe plijout d’an holl[21],[22],. E-lec’h bezañ kenedus e voe kentoc’h skiantel e sell: ar produoù a ranke bezañ « ret, ha ken neptu [...] ha ma c’heller ijinañ. »[23] Kinnig a reas ivez ma vefe digoroc’h ar Bauhaus, ha degemeret e voe neuze betek 200 studier.

Sal gouelioù Bauhaus Dessau :kadorioù gant Breuer, gleuzeurioù gant Krajewski

E miz Gouere 1929[24] e voe kenteuzet ar stalioù-labour metal, koad ha livañ mogerioù, dont a rejont da vezañ ar stal-labour a eil enk, renet gant Alfred Arndt. Ur rann luc’hskeudenniñ a vo krouet dindan renerezh Walter Peterhans hag ar savour-kêraozour Ludwig Hilberseimer a voe degemeret. Muioc’h-mui a gelennerien a voe displijet gant Meyer : a-fet deskadurezh e kave dezho e oa troet betek re war an oberoù sokial, hag a-fet krouiñ e kavent e oa re skiantel e sell war an traoù. Rebechet e voe outañ ivez bezañ kendalc’het gant e oberiantiz komunour ha bezañ kaset ar Bauhaus war-du ar politikerezh. Lakaet e voe a-gostez hag erlec’hiet e voe gant ar savour Ludwig Mies van der Rohe[25],[26]. Van der Rohe a glaskas dizober al liammoù etre ar Bauhaus hag ar politikerezh[27] : ur strollad studierien, hag a oa komunourien hag a-du gant Meyer, a voe skarzhet. E 1930 e voe lakaet reolennoù nevez e pleustr, o kemenn ma oa difennet ober politikerezh er Bauhaus. Ar programm kentelioù a voe kemmet ivez, perzh ar savouriezh a vrasaas betek dont da vezañ al lodenn bouezusañ. Klee ha Stölzl a guitaas ar Bauhaus. E miz Du 1931[28] e voe gounezet dilennadeg ti-kêr Dessau gant NSDAP, ur strollad politikel a-enep groñs d’ar Bauhaus. E penn-kentañ 1932[29] e voe degemeret ar savourez diabarzh tiez Lilly Reich, dezhi d’ober war-dro ar stal-labour gwiad ha hini an ober a eil renk. D’an 22 a viz Eost 1932 e voe degemeret ur mennad kinniget gant an Nazied, o c’houlenn ma vefe divodet ar Bauhaus. Bauhaus Dessau a voe serret d’ar 1añ a viz Here 1932.

Goude klozadur Bauhaus Dessau e voe kinniget gant div gêr sokial-demokrat (Magdeburg ha Leipzig) degemer ar Bauhaus. Met divizet e oa bet gant Ludwig Mies van der Rohe, a-raok zoken ma vefe serret Bauhaus Dessau, e vefe dilojet da Verlin hag e teufe ar Bauhaus da vezañ ur skol brevez. Neuze e tilojas ar Bauhaus da Verlin, hag en em stalias en ul labouradeg pellgomzerioù dilezet. D’an 11 a viz Ebrel 1933[30] e voe aozet ur furchadeg gant ar Gestapo hag e voe lakaet sielloù war ar Bauhaus. Rankout a reas Ludwig Mies van der Rohe marc’hata gant ar re e penn evit ma tigorfe ar Bauhaus en-dro, evel skol arzoù prevez. Rankout a reas asantiñ ivez e vefe skarzhet Vassily Kandinsky ha Hilberseimer. D’an 19 a viz Gouere ec’h embannas Ludwig Mies van der Rohe hag ar vistri e oa divodet ar Bauhaus.

Enebiezh an Nazied

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne blije ket tamm ebet ar Bauhaus d’an Nazied. E 1935 e lavaras Joseph Goebbels : « Skouer beurvat an arz disteraet eo ar Bauhaus”. Ne blije ket ivez d’an Nazied e vefe bet ur bern izili eus ar Bauhaus e-barzh strollad komunour Alamagn. Abalamour da se en doa Hannes Meyer dilezet e bost rener e 1930. Goude klozadur ar Bauhaus e 1933 e tec’has al lod brasañ eus an izili war-du ar Stadoù-Unanet (da Chicago dreist-holl) padal e voe distrujet kalz eus o oberennoù en Alamagn.

Pennaennoù ar c'helenn er Bauhaus, diwar Walter Gropius, 1922

Ar c’helenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh programm ar Bauhaus, bet savet gant Walter Gropius e 1919 e oa bet lakaet da bal kelenn da studierien. Daoust d’ar c’hemmoù a c’hoarvezas e-pad ar 14 vloaz ma padas ar Bauhaus e chomas tamm-pe-damm digemm ar pennaennoù diazez. E-lec’h kaout kelennerien e voe kelennet gant mistri (Meister). Deskarded (Lehrlinge) a voe graet eus ar studierien, ha gellout a raent dont da vezañ kompagnuned (Gesellen) ha mistri yaouank (Jungmeister). Kuzul ar vistri a vere ar Bauhaus hag a envele ar vistri yaouank.

E-barzh an tres (gwelout ar skeudenn) savet gant Gropius e 1922 ez eo kinniget ar c’helennadurezh evel tri c’helc’h kengreizek, gant ar pal tizhout ar bazenn ziwezhañ : ar sevel (der Bau) an hini eo. Kentelioù diazez (Vorlehre) e oa al lodenn gentañ, sañset e oa padout 6 miz. Labourat en ur stal-labour eo an eil lodenn (3 bloavezh-pad). Betek 1925[31], e voe diazezet ar c’helennadur war daou ahel : kelenn ar stummoù (Formlehre) gant un arzour (mestr ar stummoù) hag ur c’helenn pleustrek (Werklehre) gant ur mestr artizan. En tres ez eo stag kement stal-labour ouzh un danvez : maen (Stein), pri (Ton), gwer (Glas), liv (Farbe), danvez (Gewebe), metal (Metall) ha koad (Holz). Al lodenn ziwezhañ, gouestlet d’ar sevel, a voe lakaet e plas diwezhatoc’h hag en un doare disheñvel.

Pal ar c’hentelioù diazez a oa reiñ ur stummadur arzoù diazez d’ar studierien. Er penn-kentañ e pade 6 miz, adalek 1923 e padas ur bloaz. Itten a rae war-dro e penn-kentañ ar Bauhaus. Pa voe aet kuit (1923) e kemeras Moholy-Nagy e blas, ha Moholy-Nagy a voe erlec’hiet gant Albers e 1928. Ouzhpenn ar stummadur-se e voe kentelioù gant Paul Klee ha Vassily Kandinsky.

Memes ma kemmjont a-hed istor ar Bauhaus, e chomas ar stalioù-labour unan eus lodennoù pouezusañ stummadur ar studierien. Adalek 1920 e voe aozet ar c’helenn daoubennek (mestr ar stummoù ha mestr-artizan) evit ma vefe aesoc’h lakaat ar c’helenn arzoù spis hag ar c’helenn pleustrek da dostaat an eil ouzh egile[32]. Pa voe krouet ar Bauhaus e oa ar stalioù-labour da heul : hini ar gwiad, hini ar poderezh, hini ar metal, hini ar c’hoad hag an arrebeuri, hini al livañ mogerioù, re ar c’hizellañ (koad ha maen), hini ar moullañ ha hini ar c’heinañ[33]. Evel-se e chomas an aozadur betek ma vefe krouet ar stal-labour a eil renk gant Meyer, bodet enni ar stal-labour koad, hini ar metal ha hini al livañ mogerioù[24]. Rann ar savouriezh, dibenn ar stummadur evel ma oa bet ijinet gant Gropius, a zigoras e 1927 nemetken, dindan renerezh Meyer[34].


Ar stalioù-labour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stal-labour metal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe ar stal-labour metal[35] e 1920, dindan renerezh Itten. Pa’z eas kuit e voe erlec’hiet gant Moholy-Nagy, hag a zegasas kemm : pouezañ a reas evit ma vefe implijet danvezioù nevez (gwer, pleksiglas) evit ma vefe akomod ar c’hrouiñ. Er bloavezhioù-se e voe krouet unan eus oberennoù brudetañ ar Bauhaus : ar gleuzeur, hag a voe lakaet e gwerzh adalek 1924. E-touez arzourien wellañ ar stal-labour-se e oa Marianne Brandt, brudet evit an holl draoù savet ganti (podoù-te, luduerien…) e metal, hag adembannet hiziv an deiz. Goude bezañ dilojet da Dessau e teuas ar stal-labour metal da vezañ ur studio krouiñ madoù industriezh. Kemend-se a voe graet diwar atiz Meyer. Adalek 1928 e varc’hataas Marianne Brandt evit ma vefe produet patromoù standart ar c’hleuzeurioù e industriezhioù.

Ar stal-labour poderezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stal-labour poderezh[36] a voe krouet e 1920 e Dornburg/Saale, 30 km eus Weimar. Er penn-kentañ ne voe nemet produoù dibar, goude-se, diwar atiz Theodor Bogler, e voent produet dre an industriezh. Ne voe ket kaset ar stal-labour poderezh da Dessau.

Kador Wassily, M. Breuer

Ar stal-labour koad hag arrebeuri

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er penn-kentañ e voe renet ar stal-labour koad[37] gant Itten. Adalek 1921 e reas Gropius war-dro. Buan e voe skoueriakaet ar stal-labour hag ar c’hrouiñ. Kador-vec’h goulazhoù Breuer (1922) a voe savet goude ur studiadenn bizh a-benn anavezout perzhioù ar produ[38]. Ur wech degouezhet ar Bauhaus e Dessau e voe lakaet ar stal-labour koad dindan renerezh Breuer, hag a implijas perzhioù an dir a-benn krouiñ kadorioù nevez da vat. E-touez ar re vrudetañ emañ ar gador Wassily hag ar gador skouer B3. Pa’z eas Breuer kuit e 1928 e voe erlec’hiet gant Arndt hag e cheñchas ar stal-labour : lakaet e voe da bal krouiñ produoù eeun, marc’hadmat hag aes da da sevel : implijet e voe danvezioù nevez evel an darbrenn, hag an arrebeuri savet a oa aes da sevel pe da zizober, ha gant un implij liesseurt. Ar stal-labour koad a chomas a-sav pa zilojas ar Bauhaus da Verlin, dre ma soñje Ludwig Mies van der Rohe e oa Arndt eus an tu kleiz pellañ[39].

Ar stal-labour gwiadiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek penn-kentañ ar Bauhaus e voe gouestlet ar stal-labour gwiadiñ[40] d’ar merc’hed niverus a zeske er Bauhaus. Teknikoù liesseurt a voe kelennet er penn-kentañ : gwiad, broderezh, gwierezh, dantelezh tev, kroched, skouloumiñ. Buan e voe implijet ar gwiad nemetken, a-benn arnodiñ programm ar Bauhaus. Ar pezh a voe krouet er stal-labour gwiad a voe levezonet da vat gant kentelioù Itten, Muche, Klee ha diwezhatoc’h gant re Moholy-Nagy ha Kandinsky. Levezonet e voe ivez gant an arz difetis (roudennoù, stummoù eeun, labour war al liv)[41]. Goude an dilojadeg da Dessau ha diwar atiz Stöltz e voe industrieloc’h an doare da labourat hag implijet e voe danvezioù nevez : seiz faos, kelofan. Gant ar stal-labour gwiadiñ e voe produet danvez da wiskañ arrebeuri korzennoù dir Breuer.

Ar stal-labour gwer ha livañ-mogerioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh programm kentañ ar Bauhaus en doa kemennet Gropius e vefe aozet meur a stal-labour evit ar micherioù da heul : livourien-kinklerien, al livourien war wer, ar varelladurerien hag an amailherien. Adalek 1924 e voe kenteuzet ar stal-labour livañ mogerioù ha hini ar gwer. E-touez krouidigezhioù pennañ ar stal-labour gwer emañ gwer livet ha taolennoù gwer Albers[42].

Liesseurt e voe ar pezh a voe savet er stal-labour livañ[42] : livañ c’hoarioù koad bet savet gant ar stal-gizellañ, livañ savadurioù ha krouidigezhioù dieub ouzh mogerioù. Anvet e oa bet Vassily Kandinsky da vestr ar stummoù e 1922. Er stal-labour-se ec’h arnodas, asambles gant ar studierien, e zamkaniezhioù diwar-benn al liammoù etre stumm ha liv.

Goude ma vefe bet adaozet ar stalioù-labour e 1929 (krouet ar stal-labour a eil renk) e voe produet dreist-holl paper-moger. E-touez ar paperioù-moger kentañ unliv e voe re ar Bauhaus, hep tres moulet ebet warno. Produet e voe en industriezhioù adalek 1929, ha berzh kenwerzhel pennañ ar Bauhaus e voe[43].

Gant Oskar Schlemmer (1888-1943) e voe studiet ar fiñv hag an dañs. A-benn adkavout ar “ster diabarzh” e wiskas e zañserien gant dilhad difetis, dezho stummoù mentoniel, gant ar pal lakaat war wel ar fiñv kentoc’h evit an dañsour e-unan. Gwelout da skouer e Gorolloù triadek (1923).


  1. (en) Henry van de Velde - Biography and Facts
  2. Bauhaus, gant Magdalena Droste,Taschen, 2002 p. 17
  3. « Das Endziel aller bildnerischen Tätigkeit ist der Bau ! […] Architekten, Bildhauer, Maler, wir alle müssen zum Handwerk zurück! Denn es gibt keine Kunst von Beruf. Es gibt keinen Wesensunterschied zwischen dem Künstler und dem Handwerker. […] Wollen, erdenken, erschaffen wir gemeinsam den neuen Bau der Zukunft, der alles in einer Gestalt sein wird : Architektur und Plastik und Malerei [...] » (de) Dielloù Bauhaus, manifesto Bauhaus
  4. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1919
  5. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1920
  6. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1921
  7. Bauhaus gant Magdalena Droste, Taschen,2002, p. 31
  8. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1922
  9. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1923
  10. « Kunst und Technik - eine neue Einheit » (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1923
  11. (en) Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1924
  12. Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 113
  13. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1924
  14. Bauhaus gant Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 120
  15. « vom einfachen Hausgerät bis zum fertigen Wohnhaus » (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1925
  16. Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 134
  17. Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 120
  18. (en) Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1926
  19. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1927
  20. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1928
  21. (en) Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1928
  22. Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 174
  23. Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 196
  24. 24,0 ha24,1 (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1929
  25. (en)Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1930
  26. Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2006, p. 80
  27. Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen,2002, p. 204
  28. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1931
  29. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1932
  30. (de) Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1933
  31. (en) Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1925
  32. Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 34
  33. (en) Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1921
  34. (en) Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1927
  35. (de) Dielloù Bauhaus, stal-metal
  36. (de) Dielloù Bauhaus, stal-labour poderezh
  37. (de) Dielloù Bauhaus, stal-labour koad
  38. Classiques Phaidon du design, Classiques Phaidon, 2007, I, 128
  39. Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 224
  40. (de) Dielloù Bauhaus, stal-labour gwiadiñ
  41. Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 72
  42. 42,0 ha42,1 Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 86
  43. (de) Dielloù Bauhaus, stal-labour paper-moger

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bauhausbauten Dessau gant Walter Gropius, Hans Maria Wingler, embannet gant Mann (Gebr.), Berlin, 1997
  • L'Influence du Bauhaus et ses conséquences, gant François Cali, Yonna Friedmann, Michel Millot, Gérard Monnier, Claude Parent, Claude Schnaidt, Bruno Zévi, embannet gant CIERCEC, Skol-veur Saint-Etienne, 1976

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.