[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Aogust Bôcher

Eus Wikipedia
Aogust Bôcher e 1909 pe a-raok.

Aogust Bôcher[1] (François Louis Auguste Bôcher pe Bocher, pe Boscher pe Bôscher er skridoù ofisiel)[2], Ar Yeodet e anv-barzh, a oa skrivagner brezhonek, barzh, kazetenner hag ezel eus Goursez Breizh.

Ganet e oa bet e Duaod d'ar 7 a viz Kerzu 1878 ha marvet e oa e Sant-Servez-Kallag d'an 22 a viz Ebrel 1944. Tremen a reas e vugaleaj e Ploulec'h, ha diwar anv ur gêriadenn vrudet eno, ar Yeoded, e tapas e anv-pluenn.

Degemeret e voe da ezel er C'hoursez e 1905. Kenlabourat a reas gant Erwan ar Moal, da gentañ war-dro ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned ha diwezhatoc'h war-dro Breiz. E-pad ar Brezel-bed Kentañ, pa oa war an talbenn, e skrivas bemdez e Notennou brezel hag a veze embannet bep sizhun gant Kroaz ar Vretoned. A-hed e vuhez e labouras evit ar brezhoneg ha kenlabourat a reas gant meur a gelaouenn vrezhonek : barzhonegoù savet gantañ a gaver e-barzh meur a hini anezho, Ar Vro, kelaouenn Taldir, Kloc'hdi Breiz, Feiz ha Breiz, Dihunamb, Arvor... koulz hag e-barzh kelaouennoù gallek a embanne tammoù skridoù e brezhoneg, evel Le Pays Breton.

Mervel a reas e Sant-Servez, e kanton Kallag lazhadeget gant paotred eus ar Rezistañs pa oa c'hwec'h vloaz ha tri-ugent.

  • Bleuniou Yaouankiz gwerziou ha zoniou bet kurunet, kalz ané, gant Kevredigez Broadus Breiz hag an "Association artistique et littéraire de Bretagne". Montroulez, Lajat, 1909
  • Notennoù brezel, Mouladurioù Hor Yezh, 1989
  • Bleuniou yaouankiz II / Auguste Bocher "Ar Yeodet" ; biographie d'Auguste Bocher par sa fille Yvonne Bocher, Celtics chadenn, 2003, (Collection Brittia : devoir de mémoire). ISBN 2-84722-027-5

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. «Atav eo bet skrivet e anv Bôcher gant ar Yeoded. Bez' ez eus [sic], evit gwiriañ kement-se, testeni e zornskridoù ha testeni ar sinadurioù lakaet, hervez al lezenn, war ar skouerennoù eus ar gazetenn ma oa rener anezhi, L'Indépendance bretonne, hag a veze kaset d'ar Prefektur» Gwendal Denez, rakskrid da Notennoù Brezel Aogust Bôcher, Mouladurioù Hor Yezh, 1989, p.9.
  2. Ibid.