[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

Anna Seghers

Eus Wikipedia
Anna Seghers e 1966

Anna Seghers (19 Du 1900 e Mainz - 1añ Mezheven 1983 e Berlin ar Reter) a oa ur skrivagnerez alaman. Brudet eo evit he mennozhioù komunour hag evit he skridoù a voe berzet en Trede Reich.

Ganet e voe en ur familh yuzevien eus Mainz. Marc'hadoù pezhioù arz e oa he zad Isidor Reiling. Studioù istor hag arz a reas e Köln ha Heidelberg. E 1925 e timezas gant an Hungarad László Radványi ha daou vugel o devoe. Mont a rejont da vevañ da Verlin e 1926. Eno e embannas he skridoù kentañ, gant an anv-pluenn Seghers da gentañ, hag Anna Seghers da c'houde, en enor d'an engravour izelvroat Hercules Seghers. E 1928 ez eas e-barzh Strollad Komunour Alamagn (KPD). Pa voe kemeret ar galloud gant an nazied e voe harzet gant ar Gestapo ha lezet da vont a-benn ar fin. Berzet e voe he levrioù en Alamagn.

E 1933 e tec'has eus Alamagn da vont da Bariz da vevañ. Pa erruas an arme alaman e Pariz e voe harzet he gwaz ha bac'het e voe en ur c'hamp e kreisteiz Bro-C'hall. Dont a reas Anna a-benn da zieubiñ anezhañ ha tec'hel a reas ar familh da Vec'hiko.

E 1947 e tistroas da Verlin da vevañ e Republik Demokratel Alamagn, hervez he mennozhioù politikel. Eno e chomas betek dibenn he buhez. Feal e chomas d'ar renad komunour a-hed he buhez. Pa voe trubuilhoù gant skrivagnerien eus ar Republik Demokratel evel Walter Janka, Heiner Müller pe Wolf Bierman e tavas evit chom hep ober gaou d'ar gouarnamant.

E-touez he skridoù anavezetañ emañ ar romant Das siebte Kreuz (="Ar seizhvet kroaz"), deuet er-maez e 1942 e Mec'hiko hag er Stadoù Unanet. Kontañ a ra tec'hadenn seizh prizoniad diouzh ur c'hamp-bac'h nazi. C'hwec'h anezho zo adkavet, lazhet ha kroazstaget. Ar seizhvet a chom dieub : un arouez eo eus an esperañs d'ur mare gwall deñval. Ur film a voe savet e SUA e 1944 diwar al levr ha berzh a reas da neuze.

  • Aufstand der Fischer von St. Barbara (1928)
  • Der Kopflohn (1933)
  • Das siebte Kreuz (1942)
  • Transit (1944)
  • Die Toten bleiben jung (1949)
  • Die Entscheidung (1959)
  • Das Vertrauen (1968)
  • Überfahrt (1971)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]