An Oferenn
Neuz
An Oferenn zo ur c'hantik brezhonek eus Bro-Dreger.
Doare brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un doare brezhonek a gaver el levr Kantigou Brezhonek, embannet e Sant-Brieg e 1934, savet marteze gant Frañsez Vallée, hag anvet An Oferenn (yezh Treger)
1
- Kinnigomp ar sakrifis man da Zoue,
- hon Tad ar gwellan
- Sakrifis Jezuz war ar Groaz,
- War an aoter a dremen c'hoaz
2
- En oferenn, e gwirione(z),
- Korf ha gwad Jezuz, Mab Doue,
- E-lec'h ar bara hag ar gwin,
- Aman dirazoun a welin.
3
- Gant ar beleg e fell d'in-me
- Kinnig ivez an Oan-Doue
- 'Vit adori 'vel m'eo dleet
- An tri Ferson eus an Drinded.
4
- Da drugarekaat an Aotrou
- 'Vit kement a vadelezou,
- Warnoun ha war an holl skuilhet,
- Abaoe m'en deus krouet ar bed.
5
- 'Vit goulenn pardon digantan
- Eus ar pez a zisplij d'ezan
- Ennoun hag en holl bec'herien :
- Ar pec'hejou, ar yenijenn.
6
- 'Vit ma hado bemdez ennomp
- Grasou da grenvaat ac'hanomp
- Enep hon c'horf, an droukspered,
- Hag enep ar bed milliget.
7
- Kinnig 'ran c'hoaz ar "Sakrifis"
- 'Vit hon Mamm santel an Iliz,
- Ma trec'ho dre-holl er brezel
- Graet a bep tu d'an Aviel.
8
- Bremasouden, ô ma Salver,
- E tiskennot war an Aoter;
- Kargit a feiz krenv ma ene,
- Ha ma c'halon a garante(z).
9
- Ho pet sonj, c'houi Gwerc'hez Vari,
- Hoc'h eus e c'hanet 'vidomp-ni,
- Taolit 'ta warnan ha warno(u)n
- Eur sell a vamm, sell ar galon.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kantigou Brezhonek. Eskopti Sant-Brieg ha Landreger. Adreizet dre urz an Aotrou 'n Eskob F.-J.-M. Serrand. Sant-Brieg. Moulet e ti A. Prud'homme. Mouler an eskopti. 1934