[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

İzmir

Eus Wikipedia
Kêrioù Turkia
İzmir
Proviñs İzmir
Rannvro Egea
Kod post
Maer Aziz Kocaoğlu (2004, 2009) (CHP)
Vali (prefed) Mustafa Cahit Kıraç (2007)
Perzhioù douaroniel
Gorread ha = km²
Hed 38°26' Norzh
Led 27°09' Reter
Uhelder keitat :
Poblañs
()
Stankter
Lec'hienn internet ar gêr Ti-kêr İzmir

İzmir (إزمير İzmir e turkeg, Σμύρνη Smýrnē e gresianeg modern, Իզմիր, en armenianeg, Smirne en italianeg, Ladino, Izmir e ladinoeg hep an i gant ur pik) a zo an trede kêr e keñver ar boblañs e Turkia hag ar porzh brasañ goude İstanbul.Emañ e Pleg-mor İzmir war ar Mor Egaios. Kêr-benn proviñs İzmir eo. Rannet eo bet ar gêr etre 9 distrig-meurgêr, i. e. Balçova, Bornova, Buca, Çiğli, Gaziemir, Güzelbahçe, Karşıyaka, Konak ha Narlıdere. E 2000 eo bet jedet ur boblañs 2 409 000 annezad ha 3 500 000 e 2005.

İzmir sellet diwar leurenn ar bignerez foran (an "Asansör") e 1907

Anv ez eus eus ar gêriadenn Ti-smurna war an tablezennoù Live II dizouaret e lec'h un trevadenn assirian e Kültepe (hanterenn gentañ an 2vet milved K. J.-K.), met ne c'heller ket bezañ asur ma 'z eus un dave da İzmir. Lod a soñje e c'hellfe bezañ un dave da Smirna, unan eus an Amazonezed. Ar meneg gresianek koshañ a zo unan e gresian aeolek, Μύῥρα, Mýrrha a zo bet kenstur d'an ionieg ha attikeg Σμύρνη Smýrnē, an daou stumm a vije deuet eus an hinirakgresianek, *Smúrnā.

Smyrna a zo e gresianeg anv ar brousgwez Myrrha commifera, ar gwez-dindin, blantenn a zo dezhi ur rousin frondus anvet ar mir hag a vez kavet er Reter-Nesañ ha Bis Afrika. Ar Romaned o deus implijet Smyrna evel anv ar gêr hag e teu İzmir eus ar stumm-se. E brezhoneg e vez implijet Smirn evit ar mareoù rakturk.

Diwar dizoaladennoù graet e 2004 ha 2005 e ouzer eo İzmir unan eus ar gêrioù koshañ a zo bet er Reter-Nesañ p'eo bet kavet roudoù an annezioù er bloavezioù - 6500 betek - 4000 hag e c'heller gwelout n'eus ket bet spann ebet a-hed ar c'hantvedoù.

Edouard Balladur ganet d'an 2 a viz Mae 1929.