Biz
- Evit implijoù all, gwelet Biz (disheñvelout).
Ar biz a lavarer eus pep hini eus ar pemp ezelig a zo e penn pep dorn.
E penn pep biz ez eus un ivin. Troc'hañ an ivinoù a ranker ober bep an amzer.
Bizied an dorn
Ar biz-yod
Ar biz-bras, pe "biz-kreiz"
Ar biz-gwalenn, pe "biz ar bizoù"
Ar biz-bihan
|
Bizied an treid
Evit bizied an treid, sellout ouzh ar pennad biz-troad.
Bizadoù
Pa vez poan en ur biz e lavarer ez eus ur bizad. A bep seurt bizadoù zo. Ar veskoul a vez graet eus unan anezho.
A-wechoù ivez e c'hall un ulmenn, pe ur skiltrenn, mont e-barzh ar biz, ha neuze e ranker he zennañ, panevet da se e koeñv ar biz. C'hoarvezout a ra d'an drein mont e-barzh bizied al liorzherien pa ne wiskont ket manegoù.
Bizied all
- Ar biz warn-ugent a lavarer a-wechoù eus kalc'h ar wazed.
- Bizied a lavarer ivez eus pavioù ar c'hranked pe al legistri.
- Bizied a lavarer ivez eus begoù lemm binvioù zo: ferc'hier, rastelloù, an heskennoù.
- Bizied a lavarer eus ar seurt nadozioù a zo ouzh an horolajoù hag eurierioù.
- Bizied ar gernez a vez lavaret eus un den pizh.
C'hoari gant ar bizied
- Diskouez un den gant e viz n'eo ket brav d'ober.
- An hini a gouezh e viz en e zorn a zo dipitet.
- Ober biz da un den a zo kement ha gourdrouz anezhañ.
- An hini a vez e viz er wask ne vez ket en e vleud
- An hini a zo moan e vizied a zo gwall bizh
- An hini a zo kamm, pe kromm e vizied a zo laer.
- Poazhañ, skaotañ, e viz(ied) a zo kement ha faziañ .
- Lienañ ar biz kontrol a zo kement ha faziañ.
Gwalennoù
Gwalennoù a vez lakaet ouzh ar bizied gant tud zo, ha darn a laka ouzh pep biz zoken.
|