penn-kentañ
Neuz
(Adkaset eus penn kentañ)
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- Ger kevrennek savet diwar an anv-kadarn penn hag an anv-gwan petvediñ kentañ.
Anv-kadarn
penn-kentañ /pɛnˈkẽntã/ gourel
- an den a zo penn brasañ, uhelañ un dra bennak (ral)
- ... penn kentañ Iliz Jezuz-Krist war an douar eo hon Tad Santel ar Pab — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 15.)
- ar penn kentañ : ar mare ma krog un istor, un danevell, un darvoud
- Diskenn a rechomp d'an traon hep sonjal hor boa freuzet ar pount er penn kenta euz an emgann. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 2.)
- abaoe ar penn kentañ
- Se he devoa lavaret din abaoe ar penn kentañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 405.)
- adal ar penn kentañ:
- d'ar penn kentañ: en deroù (amzeriañ)
- Me a oa bet aze, d'ar penn kentañ ma tebren kaouled... — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 405.)
- D'ar penn kentañ e veze dre aze o pilhaoua gant ur c'harr bihan. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 405.)
- (bezañ, chom) er penn kentañ (lec'hiañ): er renk kentañ
- Er penn kentañ eus an diskampadeg-se, ar merc'hed a oa e penn diwezhañ ar c'hañvambroug o latennat, a sache o skasoù ganto' mar gouient, en ur stardañ atav o disglavieroù ouzh o bruched hag en ur skuermal : « Biskoazh kemend-all, biskoazh kemend-all ! An diaoul eo ! ». — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 27.)
- Atav e veze er penn kentañ e pep abadenn hag, el leurioù nevez, e c'houneze ar seizenn peurvuiañ, rak diaes e vije bet kavout gwelloc'h dañserez egeti. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 52.)
Gerioù heñvelster
Troioù-lavar
Troidigezhioù
- galleg : commencement (fr) , début (fr)