[go: up one dir, main page]
More Web Proxy on the site http://driver.im/Mont d’an endalc’had

dlee

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Savet diwar dle-, pennrann ar verb dleout, hag an dibenn-ger -e.

Furm verb

Kemmadur Furm
hep dlee
dre vlotaat zlee
dre c'hwezhañ digemm
dre galetaat tlee
amreizh tlee

dlee /ˈdleː.e/ /ˈɡleː.e/

  1. Furm ar verb dleout e trede gour unan an amdremened, en doare-disklêriañ.
Er porzh-se ez oa plantet ar vazh sec'h a dlee dougen delioù a-raok ma vijent delivret. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 99.)
O mamm ive a dlee chom eus o gortoz en « Pevar hent bras ». — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 128.)
En amzer-hont, ne zlee ket ur paotrig desavet mat chom etre daouarn ar maouezed en tu all da zerou e seizhvet bloavezh. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 27.)
Goude-se, goude-se hepken e soñjis pebezh taolenn sebezus a zlee bezañ ac'hanomp. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 90.)
Evitañ da vezañ muioc'h kustum egedomp diouzh ar seurt traoù, e tlee an apotiker bezañ gwall zoaniet rak daskrenañ a rae e vouezh p'adkrogas da gaozeal : [...] ? — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 29.)
Mantret e tlee bezañ an holl, er c'hamp, gant ar c'heloù-se, [...]. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 44.)
[...] : goude bezañ heuliet ar charre ur pennad, e tlee bezañ aet da di he mignonez Macha. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 58.)
Meur a wech e sellis ouzh an amzer : brav e tlee bezañ war e vag, un tammig avel vat, gwalarn-gornog oa hi, digoumoul an oabl. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 31.)

Troidigezhioù