diaes
Neuz
Brezhoneg
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | diaes |
Derez-uheloc'h | diaesoc'h |
Derez-uhelañ | diaesañ |
Derez-estlammiñ | diaesat |
- Ha n'eo ket aes.
- Bezañ ken diaes d'ober ha delc'her ur bramm war beg un ibil : bezañ diaes-bras d'ober
- Bezañ diaes, diaes-bras.
- — « [...] ; hag o goulenn o devezo, ha pa ve diaes-bras. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 96.)
- Ar vugale n’eo ket diaes sodiñ anezho. — (TBP?, p. ?.)
- Bezañ diaes da ober.
- Ac'hanta ! ha ne vije ket hounnezh ur gudenn diaes da zibunañ ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 14.)
- An naon a zo dishegar ha diês da c'houzañv. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 5.)
- Ar vuoh-mañ a zo dïez da horo. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 127.)
- An dra-ze a zo dïêz a-walh da gompren. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 106 .)
- An astuz a vez dïêz da zinodi. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 111.)
- War an hent e kave, lies gwech, toucherien-loened o vont, en ur sakreal hag en ur lakaat o foetoù da strakal, da gas d'ar vag bandennadoù saout lart pennasket ha diaes da ren ... — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 11.)
- Bezañ diaes da un den ober un dra.
- – « Mar goufen, va zad, ne ve ket diaes din lavarout deoc'h ; [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 156.)
- An den yaouank a glevas mad en dro-man ar pez a lavaras ar prins hag e kement-se ne glaskas digarez ebet, petra bennak ne vije ket bet diês d'ezan diskouez ne oa ket hounnez e c'hoar. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 17.)
- Kavout diaes.
- Kinglañv.
- bezañ diaes.
- En deiz-se e oa bet dïêz e-pad an deiz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 107.)
- Peogwir ma tebran diouzh an noz e vezan 'diêz goude. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 107.)
- Me oa bet 'diêz diwar an tamm kig-sall -se. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 107.)
- Bezañ tapet diaes.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Troidigezhioù
n'eo ket aes
- esperanteg : malfacila (eo)
- galleg : difficile (fr)
- italianeg : difficile (it) benel ha gourel, difficili (it) liester
- saozneg : difficult (en) , uneasy (en)
kinglañv
nec'het