blevenn
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar ar strollder blev hag an dibenn-ger -enn.
Furm anv-kadarn
blevenn /ˈblɛːvɛn/ unanderenn benel (strollder : blev)
- Unanderenn ar strollder blev
- Melegan, mentet kaer, daoulagad dilufr dezhañ, ur varodenn rouez war gorre e vuzell, ha, war e elgez, ur vlevenn pe ziv, Yun a oa diskiant ha lent. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- N'eus ket ur vlevenn war e benn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 51.)
Troidigezhioù
Anv-kadarn
blevenn /ˈblɛːvɛn/ benel (liester blevennoù)
- Hollad ar blev a zo war groc'hen ur bronneg
- Gant palm e zorn e floure blevenn skrivellet ar gazeg c'hell. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 49.)
- Ur c'hazh, roudennet e vlevenn, a oa en e sav war e bavioù a-dreñv e korn Privet Drive, [...]. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 6.)
Gerioù heñvelster
- porpant (ur bronneg)
Deveradoù
Troioù-lavar
- bezañ kamm e vlevenn : bezañ war e du fall
- na vezañ ur vlevenn sot war unan bennak : na vezañ tamm sot ebet