bezañ teñval e benn
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar ar verb bezañ, an anv-gwan teñval, an anv-gwan perc'hennañ e hag an anv-kadarn penn.
Troienn verb
bezañ teñval e benn /Distagadur ?/
- Diskouez bezañ nec'het, trist.
- » Ha c'houi zo tenval ho penn hag enkrezet ho kalon ? — (Yann-Vari Perrot, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 376.)
- Teñval e oa e benn. Bremañ e oa re ziwezhat evit komz pe pokat dezhi. — (Ronan Huon, Ar Gwennili-mor, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 412.)
- D'an deiz-hont rag-eeun, edo an impalaer teñvaloc'h e benn c'hoazh eget kustum. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 133.)
- An Aotrou Person a zo teñval e benn o pignad er gador-brezeg. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 47.)
- [...], ha hennezh ne gomprene ket petra a oa kaoz ma oa ken teñval o fennoù [...]. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 230.)
- C’houi a gav d’eoc’h eta na vezo ket teñval hor penn o tistrei da gavout an Aotrou ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 13-14.)
Gerioù heñvelster
Troidigezhioù
- galleg : avoir triste mine (fr) , faire triste mine (fr)